24 Meurzh
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1603 : James VI a Vro-Skos a zeu da vezañ roue Bro-Saoz ivez, dindan an anv James Iañ.
- 1793 : Emgann Kergidu e-kichen Plougouloum ; trec'h eo ar jeneral republikan Canclaux.
- 1882 : Robert Koch a embann en deus kavet ar vazhell a zeu an dorzhellegezh diwarni.
- 1989 : An Exxon Valdez a ya d'ar strad en Alaska (e Bae ar Priñs William). Ar 40.000 tonenn eoul-maen a oa o treuzdougen a ya da saotrañ 1744 kilometrad aodoù.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1607 : Michiel de Ruyter, amiral izelvroat.
- 1832 : Émile de Kératry, milour ha politikour gall.
- 1837 : Georges-Henri MacKenzie, mestrc'hoarier echedoù skosat, bet broadet e SUA.
- 1848 : Emrys ap Iwan, skrivagner kembraek ha brogarour kembreat.
- 1876 : Adolphe Beaufrère, livour-engravour breizhat.
- 1921 : Vasily Smyslov, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 1924 : Gaston Latimier, yezhour breizhat.
- 1926 : Dario Fo, skrivagner italian, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1930 : Steve McQueen, aktour amerikan.
- 1960 : Yasser Seirawan, mestrc'hoarier echedoù eus SUA.
- 1963 : Iván Morovic, mestrc'hoarier echedoù chilean.
- 1966 : Kristian Troadeg, politikour breizhat.
- 1978 : Monika Socko, mestrc'hoarierez echedoù poloniat.
- 1983 : Nicolas Tripoteau, mestrc'hoarier echedoù breizhat.
Marvioù
kemmañ- 809 : Harun al-Rashid, kalif abasid e Baghdad.
- 1275 : Beatris Bro-Saoz, c'hoar ar roue Edouarzh Iañ (Bro-Saoz), dugez Breizh goude bezañ dimezet gant ar dug Yann II.
- 1455 : ar pab Nikolaz V.
- 1603 : Elesbed Iañ rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon adalaek 1558 betek he marv (1533).
- 1905 : Jules Verne, skrivagner gallek.
- 1909 : John Millington Synge, skrivagner iwerzhonat.
- 1945 : Juluen Sklison (Paotr Juluen), beleg ha skrivagner brezhonek.
- 1946 : Aleksandr Alekhin, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 2016 : Johan Cruijff, melldroader etrebroadel ha gourdoner izelvroat.
- 2020 : Manu Dibango, kaner ha soner genidik eus Kameroun.
- 2020 : Albert Uderzo, treser bannoù-treset Asteriks.
Lidoù
kemmañDeiziadur henroman
kemmañ- IX ante calendas Apriles / QRCF / Quando Rex Comitiauit Fas = IXvet deiz kent In Ebrel / QRVF
Deiziadur kristen
kemmañ- Gabriel, arc'hael
- E Roma : Epigmenius, beleg, merzher dindan Dioklesian
- E Roma : Pigmeius, beleg, merzher dindan Juluan an Dianzavour
- E Roma : Mark ha Timothe, merzherien dindan Antonin
- E Caesarae Palestina : Timolaus, Dionysius, Pausidius, Romulus, Alexandrus, Agapus, merzherien didan Dioklesian
- E Maoritania : ar vreudeur Romulus ha Secundus
- E Judea : Simeon
- E Synnadae, Phrygia : Agapetus, eskob
- E Brixiae / Brescia : Latinus, eskob
- E Siria : Seleucus, kofesour
- E Sveden (?) : ar werc'hez Katell, merc'h santez Berc'hed