Astérix ar Galian
Troioù-kaer Astérix ar Galian (Astérix le Gaulois en e doare gallek orin; Asteriks ar Galian en embannadurioù brezhonek) zo ur stirad bannoù-treset skrivet gant René Goscinny ha skeudennaouet gant Albert Uderzo betek 1977, ha skrivet ha skeudennaouet gant Uderzo hepken goude 1977 da heul marv Goscinny. Er gelaouenn Pilote, e dibenn ar bloavezhioù 1950, e voe loc'het troioù-kaer Astérix ar Galian.
Astérix, e vignon Obélix hag e gi Idéfix eo tudennoù pennañ ar stirad.
Daoust m'eo bet troet troioù-kaer Astérix en un niver bras a yezhoù dre ar bed-holl, n'eus bet troet nemet tri anezho e brezhoneg : Asteriks e Breizh hag Emgann ar pennoù e 1976 gant Preder, hag Asteriks hag an distro gant Albert René Éditions e 2004.