Michiel de Ruyter
Michiel Adriaenszoon de Ruyter (Vlissingen, 24 a viz Meurzh 1607 - pleg-mor Siracusa, 29 a viz Ebrel 1676) a oa un amiral eus an Izelvroioù.
Unan eus brudetañ amiraled istor an Izelvroioù eo Michiel de Ruyter. A-drugarez dezhañ e voe trec'h morlu an Izelvroioù en emgannoù war vor, meur a wech, e-pad ar Brezelioù etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù, er XVIIvet kantved. Kemer a reas perzh ivez e meur a daol-brezel er Mor Baltel hag er Mor Kreizdouar, a-enep morlaeron. Ouzhpenn labourat e servij morlu an Izelvroioù en devoe tro ivez da vezañ e servij paramantourien brevez hag e-pad ur pennadig zoken e voe o valumeta war e gont.
Gloazet e voe e-pad emgann Agosta, etre morlu an Izelvroioù ha morlu Bro-C'hall, dirak aodoù Sikilia, ha mervel a reas un nebeud devezhioù diwezhatoc'h, d'an 29 a viz Ebrel 1676.