Manu Dibango, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1933 e Douala (Kameroun) ha marvet d'ar 24 Meurzh 2020 e Melun (Bro-C'hall)[1], a oa ur c'haner, ur soner saksofon hag ur stourmer evit ar Francophonie. An tad a oa a orin Yabassi, hag ar vamm un Duala. Aet eo da Anaon gant ar C'hovid-19.

Manu Dibango e Sant-Nazer e 2019

D'ar 14 Gouere 2010 e voe roet dezhañ al Légion d'Honneur gant Nicolas Sarkozy, da-geñver gouel broadel Bro-C'hall.

D'an 8 Gwengolo 2015 e voe anvet Grand Témoin gant an Organisation Internationale de la Francophonie ha karget da eveshaat ma vefe komzet galleg flour e-pad C'hoarioù Olimpek Rio de Janeiro e 2016.

Klañv e oa bet adalek an 18 a viz Meurzh gant ar c'hurunviruz COVID-19[2]. Marvet eo d'ar 24 a viz Meurzh 2020.

Arroudoù

kemmañ
  • « Le Togolais va chanter dans son rythme, le Camerounais, le Gabonais, le Congolais, le Sénégalais. On va voyager à travers une chanson dans toute la diversité que peut donner la Francophonie. Il faut bien voir que la Francophonie, ce n’est pas un pays, c’est un certain nombre de personnes que l’histoire a mis ensemble à travers une langue. »

Notennoù ha daveennoù

kemmañ