Robert Koch
Heinrich Hermann Robert Koch, bet ganet d'an 11 a viz Kerzu 1843 e Clausthal (Kengevread alaman d'an ampoent) ha marvet d'ar 27 a viz Mae 1910 e Baden-Baden (Impalaeriezh alaman d'an ampoent), a oa ur mezeg alaman.
Brudet-kenañ eo evit bezañ kavet Mycobacterium tuberculosis, ar bakteri kiriek d'an dorzhellegezh : anvet e voent bazhilli Koch diwar e anv. Chomet eo anavezet evel unan eus diazezerien ar vakteriologiezh.

(luc'hengravadur, 1900).
Buhez kemmañ
Mont a reas war studi ar skiantoù naturel ha hini ar vezegiezh e Skol-veur Göttingen (Saks-Izel, en Alamagn a-vremañ). Unan eus e gelennerien, Jakob Henle (1809-1885), a oa un difenner eus an damkaniezh c'harvevel savet gant Louis Pasteur (1822-1895) e 1860. Mont a reas da eilmezeg ospital Hambourg da gentañ.
Digor a-walc'h e oa e spered peogwir e oa dedennet gant an arkeologiezh, an arvevadouriezh hag an denoniezh ivez.
An hini kentañ eo a zeuas a-benn da diñvañ Bacillus anthracis (1876), bakteri eus ar genad Bacillus kiriek d'ar serk kavet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1850 gant ar skiantourien alaman Aloys Pollender ha gall Pierre Rayer ha Casimir Davaine. Da-geñver an enklaskoù-se e tiorroas meur a deknik nevez evit livañ, tiñvañ hag anavezout an hadennoù.
E 1880 e kemeras penn arnodva bakteriologiezh Berlin.
[...].