27 Mae
deiziad
(Adkaset eus 27 a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1498 : kurunnet eo Loeiz XII (Bro-C'hall) roue Bro-C'hall en Iliz-veur Reims.
- 1703 : gant an impalaer Pêr Veur eo krouet kêr Sankt Peterbourg.
- 1762 : harluet ar Jezuisted diouzh Breizh divar un diferad Breujoù Breizh.
- 1860 : gant Giuseppe Garibaldi eo taget Palermo, e Sikilia, en e stourm evit Unvanidigezh Italia.
- 1921 : embannadur Reolennoù an hentoù e Bro-C'hall.
- 1937 : e Kalifornia (SUA) eo digoret ar Golden Gate Bridge d’an dud war-droad ; an devezh war-lerc’h e vo digoret d’ar c’hirri.
- 1939 : embannadur kentañ troioù-kaer Batman en ur gelaouenn bannoù-treset.
- 1948 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Melody Time e Stadoù-Unanet Amerika.
- 1968 : Emglevioù Grenelle e Bro-C'hall ; Bodadeg Charléty.
- 1974 : dont a ra Jacques Chirac da vezañ kentañ ministr Frañs.
- 1994 : distreiñ a Aleksandr Soljenitsyn da Rusia goude 20 vloaz en harlu.
Sportoù
kemmañ- 1909 : dilennet eo Stockholm gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Berlin evit degemer ar Vvet C'hoarioù Olimpek hañv e 1912.
- 1912 : dilennet eo Berlin gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Stockholm evit degemer ar VIvet C'hoarioù Olimpek hañv e 1916 (ne oant ket bet dalc'het).
- 1980 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned evit ar 5vet gwech, Jean Vincent e c'hourdoner d'an ampoent.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1332 : Ibn C’haldun, istorour eus Tunizia († 17 a viz Meurzh 1406 e Kaero (Ejipt)).
- 1894 : Louis-Ferdinand Céline, skrivagner gallek († 1añ a viz Gouere 1961 e Meudon).
- 1897 : John Cockcroft, fizikour saoz, tapet gantañ Priz Nobel ar fizik († 18 a viz Gwengolo 1967 e Cambridge (Bro-Saoz)).
- 1910 : Jarl-Vari Guillois, bet dibunet gantañ Galv an 18 a viz Mezheven 1940 e brezhoneg er BBC, († 19 a viz Gouere 1994 e Perwenan).
- 1922 : Sir Christopher Lee, aktour breizhveuriat.
- 1925 : Tony Hillerman, skrivagner amerikan († 26 a viz Here 2008 en Albuquerque (Stadoù Unanet)).
- 1931 : Bernard Fresson, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.
- 1963 : Eduardas Rozentalis, mestrc’hoarier echedoù lituanian.
Marvioù
kemmañ- 927 : an impalaer Simeon I a Vulgaria.
- 1564 : Jean Calvin, unan eus pennoù an Disivoud protestant.
- 1797 : Gracchus Babeuf, dispac'hour gall.
- 1899 : Yann-Vari Nikolaz, beleg ha skrivagner brezhonek.
- 1910 : Robert Koch, mezeg ha bakteriologour alaman, tapet gantañ Priz Nobel ar vezegiezh.
- 1964 : Jawaharlal Nehru, 1añ kentañ ministr India.