Perwenan
Perwenan | ||
---|---|---|
![]() Chapel Porzh-Gwenn | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Penvénan | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Landreger | |
Kod kumun | 22166 | |
Kod post | 22710 | |
Maer Amzer gefridi | Denise Prud'homm 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 473 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 205 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 45 m bihanañ 0 m — brasañ 92 m | |
Gorread | 12,07 km² | |
kemmañ ![]() |
Perwenan (er vro, distaget [pɛr'we:nãn]), pe Penwenan (pelloc'h, distaget [pɛn'we:nãn]), a zo ur gumun eus Breizh, en arvor Treger[2], e kanton Landreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
DouaroniezhAozañ
Perwenan zo ur gumun war lez Mor Breizh.
Kumunioù amezekAozañ
- Er c'hornôg : an Trevoù,
- Er reter : Plougouskant,
- Er mervent : Priel,
- Er su : Kamlez, hag ur c'harter anvet kerwenan e brezhoneg.
KarterioùAozañ
- Bugelez : kêriadenn hag aod,
- Pelineg : bae,
- Porzh-Gwenn.
- Inizi : Gweltaz, Enez Ilieg, Marker...
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
- Bernard Tanguy : Plebs Penvean, Xvet-XIvet; Pennguenan, 1160; eccl. de Penvennan, 1163; eccl. S. Petri de Penguennan, vers 1180; Penguenan, 1228; Penguennan, Penvennan, 1330; Penguenan, fin XIVè s.; Penguennan, 1464; Penvenan, 1731
- Erwan Vallerie : Penguennan, 1160; Penvennan, 1163; Penguennan, 1165; Peneguan, 1188; Penvennan, Penguennan, 1330; Penguenan, 1429, Penguennan, 1516; Pla~guenon, 1630; Penguenan, 1636; Penvenant, 1779
GerdarzhAozañ
War a seblant, diwar anv ul leanez Gwenan[3].
ArdamezioùAozañ
"Geotet, e deir gebrenn en gul, eilet gant teir gwenanenn en aour; e gab en erminoù"[4]
Hervez Froger & Pressensé ː "Geotet, e gebrenn en argant, karget gant tri tintenn en gul an eil dreist egile, heuliet gant teir gwenanenn en aour; e gab en argant e bemp erminig"[4]
Sturienn ː Nerz kalon bepred, douster ivez
Aozer ː J.P. Fernandez.
IstorAozañ
Kavet e vez taolioù-maen ha peulvanoù er barrez.
Degemeret e voe skrivagnerien veur enni ivez evel Anatol ar Braz, difennet glad sevenadurel ar gumun ha hini Treger gantañ, ar c'hontadennoù hag ar mojennoù peurgetket, pe Jean Guéhenno, eus an Akademiezh c'hall, kement ha livourien ha sonerien, ha pennoù-bras zo eus ar Rezistañs ivez evel André Postel-Vinay, Pierre Lefaucheux, pe Marie-Hélène Lefaucheux c'hoazh, homañ ziwezhañ o kemer perzh en emdroadur gwir etrebroadel ar maouezed.
Brezel-bed kentañAozañ
- Brezel-bed kentañ : 110 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, 13 e 1914, 35 e 1915, 17 e 1916, 16 e 1917 ha 29 er prantad 1918-1922[5], d.l.e. 3,96% eus poblañs ar gumun e 1911.
Eil Brezel-bedAozañ
- 52 zen a varvas abalamour d'ar brezel[5].
- D'ar 16 a viz C'hwevrer 1943 e voe diskaret gant an nijerezioù alaman ur B-17F eus an US Army Air Force, marilhet 42-2967 ha kodet PU-G, ha lesanvet "Shak Hak", er-maez da Borzh-Gwenn ha kollet e voe an 10 nijer a oa e bourzh. Ne voe ket adkavet o c'horfoù[6].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
An iliz katolik er bourk.Aozañ
Diavez
Diabarzh
Chapel Itron-Varia Porzh-Gwenn (XVIvet kantved)Aozañ
DiavezAozañ
DiabarzhAozañ
Kalvar e Porzh-GwennAozañ
Monumant ar re varvAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

Tud vrudetAozañ
- Gwenc'hlan, an diouganer, o chom e Porzh-Gwenn.
- Anatol ar Braz, dastumet gantañ meur a gontadenn er barrez.
- Ambroise Thomas, sonaozour.
- Charles Lindbergh, an nijer brudet, a zeuas da Enez Ilieg da chom e-pad tost bloaz, o tec'hout diouzh ar re a vec'h en-dro dezhañ er Stadoù-Unanet war-lerc'h skrapadenn ha muntr e vab.
- Aldous Huxley, skrivagner eus Breizh-Veur, en doa un eil annez e kêriadenn Porzh-Gwenn ivez.
- Alexis Carrel, priz Nobel ar Vezegiezh ha perc'henn Gweltaz.
- Tina Weymouth, kanourez ha sonerez gitar-boud ar strollad Talking Heads.
Tud bet ganet enoAozañ
- Jarl-Vari Guillois, bet dibunet gantañ galv an 18 a viz Mezheven 1940 e brezhoneg er BBC, 27 a viz Mae 1910 e Porzh-Gwenn.
Tud bet marvet enoAozañ
- Jarl-Vari Guillois, bet dibunet gantañ galv an 18 a viz Mezheven 1940 e brezhoneg er BBC, 19 a viz Gouere 1994 e Porzh-Gwenn.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
d'Acigné, aotrounez Trogindi ː
En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.
| |
de Balore, aotrounez Kersaozon
En sabel e c'hastell en aour a zri dour ivez en aour (GlB; PPC) |
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’ar 16 a viz Genver 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
DeskadurezhAozañ
- Klasoù divyezhek stad a zo eno abaoe 1999.
- E distro-skol 2021 e oa 59 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (33,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[8].
KrennlavarioùAozañ
- (drouk) : Perwenan, lorc'hig voan Muioc'h a voged evit a dan.
- (jentiloc'h) : An tiez bras a Berwenan / Muioc'h a c'houloù evit a dan.
MelestradurezhAozañ
Darempredoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Caisleán an Chomair | 2000 |
KeveleriñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Niger | Tabelot | 2006 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kartenn eus ar gumun
- ↑ Bernard Tanguy, heuliet gant Hervé Abalain
- ↑ 4,0 ha4,1 Ardamezioù kanus, gant gwenan, hag n'o deus man da welout gant gerdarzh
- ↑ 5,0 ha5,1 Monumant ar re varv
- ↑ Pertes usaaf; lec'hiet er-maez da Borzh-Gwenn hervez Le Trégor 08.01.2015, p.6.
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019