Ur pennad Inizi Bugelez zo ivez.

Bugelez zo ur gêriadenn stag ouzh kumun Perwenan (Aodoù-an-Arvor), en Bro-Dreger. Lec'hiet eo war ur beg, etre oufoù Pelineg ha Gouervael. Nepell diouzh he forzh bihan ez eus ur vilin-vor bet savet e dibenn ar 15vet kantved. Abaoe 2002 e vez dalc'het eno ur festival sonerezh bep eil bloaz. E-tal Bugelez emañ Inizi Bugelez.

Porzh Bugelez

Lennegezh

kemmañ

N'eo gwall aes merdeiñ a-hed aod Bugelez, gant an niver bras a enezennoùigoù hag a reier a gaver eno. Se zo kaoz, sur a-walc'h, en devoa lec'hiet Anatol ar Braz e zanevell Bizoù ar c'habiten (e-barzh an dastumad Mojenn an Ankou) en Bugelez : "Bremañ zo un hanter-kant vloaz bennak, ul lestr estrañjour a'n em gollas war-dro Bugelez, en Perwenan".