Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur pennad ilieg (yezh) zo ivez.
Enez Ilieg
Enez Ilieg
Anv gallek Île Illiec
Geografiezh
Enezeg Inizi Bugelez
Lec'hiadur Mor Breizh, (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 51′ 01″ N, 3° 17′ 24″ K
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Kumunioù Perwenan
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Ilieg[1][2][3][4] (Île Illiec e galleg) zo un enezennig a 12 devezh-arat en arvor kumun Perwenan, e Treger. Gwezek eo, hag un ti zo warni, gant ur chapelig, savet en XIXvet kantved.

Hirik eo stumm an enez, eus an hanternoz anezhi d'ar c'hreisteiz. Dre un erv vili eo stag ouzh an inizi Balaneg hag Ozhac'h, pelloc'hik er c'hreisteiz.

Lec'hanvioù

kemmañ

  Diwallit: ne ro ket al listennad-mañ an anvioù hervez o reizhskrivadur brezhonek

  • Roc'h ar Wrac'h, beg er reter;
  • Enez Hir
  • Men-Renoter
  • Roc'h ar Big
  • Gwaz Enez Siliek
  • Graou Enez Siliek
  • Porsz Enez Siliek
  • Gwenezennou Enez Siliek
  • An Trez Ledan.

Perc'henned

kemmañ

A-raok 1860 e oa perc'hennet an enez gant an tiegezh Portal de Goasmeur. War-dro ar bloaz-se e voe prenet gant ar sonaozour gall Ambroise Thomas (1811-1896).

E 1938 e voe prenet gant an aerloman stadunanat Charles Lindbergh, c'hwec'h vloaz goude skrapet e vab digantañ, e 1932. E miz Ebrel 1939 e tistroas da SUA, goude aloubet Tchekoslovakia gant arme an Trede Reich. Ur monumant da Lindbergh zo en enez[5].

Prenet eo bet abaoe gant an tiegezh Heidsieck. Mignon e oa Charles Heidsieck d'an tiegezh Carrel. Meur a wech e oa bet pedet Charles Heidsieck gant Alexis Carrel war Enez Gweltaz ma teue da hañviñ abaoe 1922.

Notennoù

kemmañ
  1. "Enez-Ilieg" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. Lec'hanvadur Breizh Répertoire bilingue des noms de lieux de Bretagne, Skol-Uhel ar Vro, 1993, p.47.
  3. Jean Le Dû, Le trégorrois à Plougrescant, dictionnaire breton-français, Emgleo Breiz, 2012, p. 14 (skrivet «Enez Illieg» gantañ).
  4. Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p.70.
  5. Diwar-benn an enez: [1]
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.