François-Jean-Marie Serrand

François-Jean-Marie Serrand (18741949) a oa eskob Sant-Brieg ha Landreger adalek an 13 a viz Eost 1923 betek e varv d'an 20 a viz Meurzh 1949.

François-Jean-Marie Serrand e 1946

François-Jean-Marie Serrand a zo bet ganet e Bilieg, d'an 12 a viz Kerzu 1874.
Vikel-vras Roazhon e oa bet, ket e oa anvet eskob Sant-Brieg ar 04 Mezheven 1923, ha sakret ar 06 Eost 1923 en iliz-veur Roazhon.
Lakaate reas sevel kloerdi Saozon (Sant-Brieg), hag ilizoù nevez, evel hini An Arvor-Pleuvian, bet sakret ar 04 a viz Kerzu 1932.

E skoed e vez kavet e meur iliz eskopti Sant-Brieg ha Landreger. E Kemperven, e Kervaria-Sular hag e lec'h all. Kavet eo, da skouer, war gwerenn-livet meur iliz ar Roc'h-Derrien, a ziskouez dibenn emgann ar Roc'h-Derrien e 1347.
E skoed a zo da lenn evel-henn ː En gul e gurunenn spern karget gant ur c'halon en aour ouzh kondon; e gab en erminoù. Sturienn ː Deus Caritas Est ("Doue zo karantez")

François-Jean-Marie Serrand a zo aet da Anaon an 20 a viz Meurzh 1949

Levrlennadur

kemmañ
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960

Liammoù diavez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ