Zillur Rahman (ganet d'an 9 a viz Meurzh 1929 ha marvet d'an 20 a viz Meurzh 2013) a oa ur politikour eus Bangladesh ha prezidant ar vro adalek an 12 a viz C'hwevrer 2009 betek e varv.

Zillur Rahman

Graet en deus studioù war an istor e skol-veur Dhaka. Kemer a reas perzh en Emsav ar Bengaleg e 1952. Er bloavezhioù 1970 e voe Zillur Rahman e gouarnamant en harlu e-pad brezel dieubidigezh Bangladesh. Ezel eus ar Parlamant ha ministr e voe a-raok dont da vezañ prezidant ar vro.