Viktor Kortchnoy
Viktor Kortchnoy (Виктор Львович Корчной) a zo bet ganet d'an 23 a viz Meurzh 1931 e Leningrad (Unaniezh Soviedel).
Kuitaat a reas an Unaniezh Soviedel e 1976.
Mestrc'hoarier echedoù soviedat ha suis.
Gober a reas e studi war an istor e Leningrad ha tapout a reas e ziplom e 1954.
Kelennet e voe an echedoù dezhañ gant e dad pa oa seizh vloaz. E 1943 e emezelas e klub echedoù palez ar pionerioù e Leningrad. Kampion "junior" Unaniezh Soviedel e voe e 1947 ha 1948. Dont a reas da vout mestr e 1951. Dibabet e voe e 1952 evit kemer perzh e kampionad Unaniezh Soviedel. Mestr etrebroadel e teuas da vout e 1954, da lavaret eo unan eus gwellañ c'hoarerion er bed.
Pemp gwezh e voe kampion Unaniezh Soviedel, e 1960 e Leningrad da skouer. E 1976, e-pad un tournamant etrebroadel en Izelvroioù en Amsterdam e tivizas divroañ. Chomet oa e wreg hag e vab en Unaniezh Soviedel. Ar FIDE a skoazellas anezhe da gaout an aotre da zivroañ. En Izelvroioù e reas e annez da gentañ a-raok mont da Suis: e anv ar vro-mañ e kemer perzh en tournamantoù etrebroadel.
Goude e zivroañ, Kevre Soviedel an Echedoù a c'hourc'hemennas d'ar vistri soviedat nac'h kemer perzh en tournamantoù pa vefe pedet Korchnoi. Padout a reas betek 1984: asantiñ a reas dilezel en ur bartienn bet gounezet gantañ a-enep da Garry Kasparov, en eskemm da vout pedet en tournamantoù da zont gant mistri soviedat . Asantet e voe d'ar marc'had. Koll a reas Korchnoi a-enep da Garry Kasparov: 4/7.