Garry Kimovitch Kasparov (Гарри Кимович Каспаров), anv c'hoari Gary Weinstein, a zo bet ganet d'an 13 a viz Ebrel 1963 e Bakou, kêr-benn Azerbaidjan (Unaniezh Soviedel).

Garry Kasparov, 2007

Meurc'hoarier echedoù, bet kampion ar bed.

E dad a gelennas an echedoù dezhañ pa oa bihan : da c'hwec'h vloaz e teue brav gantañ dija. Pa varvas e dad e 1970, Gary Weinstein a gemeras anv e vamm (Kasparyan en armenieg, Kasparov e ruseg).

E 1985, oadet a 22 vloaz, e teuas da vezañ kampion ar bed en e eil krogad a-enep da Anatolij Karpov. Mirout e ditl a eure e 1986, 1987 ha 1990, dalc'h-mat a-enep da Anatolij Karpov.

D'an 10 a viz C'hwevrer 1996 e kollas ur c'hrogad enep an urzhiataer stadunanat Deep Blue bet savet gant IBM, ar wech kentañ en Istor ma voe trec'h un ardivink war ur Mestr etrebroadel.

E 2013 en doa kuitaet Rusia da vont da SUA. E 2014 e voe deroet dezhañ ar geodedouriezh kroat ; er vro-se emañ o vevañ abaoe.

Oberennoù skrivet

kemmañ
Italianeg
  • Le mie partite, Edizioni Prisma, 1984;
  • Kasparov insegna gli scacchi, Edizioni Mursia, 1985 (ISBN 88-425-1469-1) ;
  • La difesa siciliana: sistemi con …e6 e …d6 (kenlabour gant Aleksandr Nikitin), Edizioni Mursia, 1989, (ISBN 88-425-0197-2);
  • Sfide senza fine, Edizioni Prisma, 1992, (ISBN 88-8058-025-6);
  • I miei grandi predecessori - vol. 1: Da Steinitz ad Alekhine, Edizioni Ediscere, 2003 (ISBN 88-88928-00-6);
  • I miei grandi predecessori - vol. 2: Da Euwe a Tal, Edizioni Ediscere, 2004 (ISBN 88-88928-04-9);
  • I miei grandi predecessori - vol. 3: Petrosjan e Spasskij, Edizioni Ediscere, 2005 ;
Galleg
  • Et le fou devint roi .
  • La vie est une partie d'échecs, Editions JC Lattès, Paris, octobre 2007, ISBN / EAN : 9782709627719.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Alexandre Nikitine, Kasparov, Embannadurioù Payot, Pariz, 1994 (ISBN 9782228888608).

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.