Makemake
Makemake, eus hec'h anv leun (136472) Makemake, eo an trede brasañ planedenn-gorr anavezet eus Koskoriad an Heol. Emañ lec'hiet e Gourizad Kuiper ha dizoloet eo bet d'an 31 a viz Meurzh 2005, da zevezh Pask.
Orin an anvAozañ
2005 FY9 eo an niverenn a voe roet d'ar gorrblanedenn pa oa bet kavet. Easter Bunny
, "Lapin-Fask", eo bet badezet gant Michael E. Brown en abeg da zeiziad ar gavadenn.
Tri bloaz goude, d'an 13 a viz Gouere 2008, e voe roet un anv ofisiel dezhi, Makemake, gant an IAU (International Astronomical Union, Unaniezh Steredoniel Etrebroadel).
Hervez reolennoù USE e roer anv unan eus doueed ar grouidigezh da draezoù gourizad Kuiper : an doue krouer e panteon Rapa Nui eo Makemake.
Koskoriad an Heol | |
---|---|
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan | |
Planedennoù korr: Ceres - Ploudon & C'haron - Eris – Makemake – Haumea | |
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton | |
Traoù all: Heol - Gourizad asteroidennoù - Stered-lostek - Gourizad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet | |
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol |