Sadorn (planedenn)
Sadorn (anvet Saturnus e latin) eo c’hwec’hvet planedenn sistem an Heol. Ur blanedenn ramzek c'hazus eo, an eil hini a-fet mas ha volum war-lerc’h Yaou. Tennañ ra hec’h anv eus an doue roman Sadorn (Saturnus).
Sadorn | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Sadorn skeudennet gant ar sontenn Cassini | |||||||
Doareennoù orbitel | |||||||
radius krenn | 1,426 725×109 km 9,5 ua | ||||||
Ezkreizegezh an orbit | 0,054 150 60 | ||||||
Period revolusion siderel |
10 757,7365 d 29 a 165 d 11,68 h | ||||||
Period sinodek | 378,0944 d | ||||||
Tizh orbital krenn | 9,6446 km/s | ||||||
Anklinadur | 2,484 46° | ||||||
satellitoù naturel | 56 (hanter 2006) | ||||||
Doareennoù fizikel | |||||||
Diametr kehederel | 120 536 km | ||||||
Diametr polel | 108 718 km | ||||||
Platadur | 0,097 96 | ||||||
Mas | 5,6846×1026 kg | ||||||
Mas volumek krenn | 0,6873×103 kg/m³ | ||||||
Gravite war-c’horre | 8,96 m/s² | ||||||
Period troial | 0,444 d 10 h 39,37 min | ||||||
Anklinadur an ahel | 26,73° | ||||||
Albedo | 0,47 | ||||||
Tizh achap | 35,5 km/s | ||||||
Temperadur war-c’horre |
| ||||||
Doareennoù an atmosferenn | |||||||
Gwask atmosferek | 140 kPa | ||||||
Hidrogen | > 93 % | ||||||
Heliom He | > 5 % | ||||||
Metan CH4 | 0,2 % | ||||||
Dour H20 (aezhenn) | 0,1 % | ||||||
Amoniak NH3 | 0,01 % | ||||||
Etan C2H6 | 0,0005 % | ||||||
Hydridenn fosfor PH3 | 0,0001 % |
Doareenoù fizikel
kemmañForm un ellipsoid zo da Sadorn : plataet eo Sadorn en he folioù ha bolzennet er c'heheder. Un diferañs a 10% zo etre he diametroù kehederel ha polel (120 536 km evit an hini kentañ, 110 466 km evit an eil). Kement-mañ zo disoc’h he fiñv troial prim warni hec’h-unan ha fluidegezh ar materi ac’h a d’ober anezhi. Ar planedennoù ramzek gazus all eus Koskoriad an Heol (Yaou, Ouran ha Neizhan) zo plataet ivez met nebeutoc’h.
Kompozision diabarzh
kemmañSadorn zo graet dreist-holl gant hidrogen H2, heliom He, metan CH4, etan (C2H6), ammoniak (NH3) ha gant ur c’hrek roc’hellek doues-tre.
Sadorn eo ar blanedenn dezhi ar bihanañ douester e sistem an Heol : he douester krenn a dalvez 0,69 ; esplikañ 'reer kement-mañ gant douester bihan atmosferenn uhel Sadorn, graet dreist-holl a hidrogen, anezhañ ar gaz skañvañ.
Heñvel e tlefe bezañ kompozision diabarzh Saturn ouzh hini Yaou, gant ur c’hrek roc’hellek a silikatoù hag houarn, gronnet gant ur gwiskad hidrogen metalek, un eil a hidrogen likid, hag un trede a hidrogen gazus. An tremen eus un eil gwiskad d’egile a dlefe bezañ progresivel ha ne vefe gwir c'horre ebet d’ar blanedenn.
Sadorn zo dezhi un temperadur diabarzh uhel-tre, moarvat e-tro 12 000 K er c’hrek, ha dilaoskel 'ra muioc’h a energiezh evit na resev eus an Heol. Dont a ra al lodenn vrasañ eus an energiezh-mañ eus ar c’henwask gravitadurel (mekanism Kelvin-Helmholtz), met n’eo ket a-walc’h an efed-mañ evit esplikañ ar broduksion wrez. Bez’ e c’hellfe dont ivez diwar glav takennoùigoù heliom e taoleadoù don Sadorn : kement-mañ a zilaoskfe gwrez diwar froterezh en ur gouezhañ war ur mor hidrogen skañvoc’h.
Atmosferenn
kemmañAtmosferenn Sadorn zo frammet e bandennoù parallel un tamm evel hini Yaou ; met bandennoù Sadorn n’int ket ken aes da welet ha ledanoc’h int tost d’ar c’heheder. E gwirionez e oa bet evezhiet evit ar wech kentañ sistem koumoulennoù Sadorn da vare ar misionoù Voyager. Abaoe ec’h eo bet gwellaet da vat an teleskopoù war-zouar ken e c’hellont heuliañ ar fiñvoù en atmosferenn Sadorn. Doareennoù atmosferenn Yaou (evel an arnevioù oval hirbad) zo bet gwelet ivez war Sadorn. E 1990 ec’h eo bet evezhiet gant an teleskop spasel Hubble ur pezh koumoulenn wenn tost da geheder Sadorn, hag ar goumoulenn-mañ ne oa ket diouti da vare tremen ar sontennoù Voyager. E 1994 e oa bet gwelet un arnev all a vent vihanoc’h.
Gwalennoù planedel
kemmañGwalennoù Sadorn zo unan eus ar c’haerañ arvestoù e sistem an Heol ha doareenn bennañ ar blanedenn int. Skedus-tre int, a gontrol da reoù ar planedennoù ramzek gazus all (albedo etre 0,2 ha 0,6) ha posupl eo gwelet anezhe gant divlunedoù.
Loarennoù Sadorn
kemmañBetek-henn (hanter 2012) ez eus bet renablet 62 loarenn o treiñ en-dro da Sadorn. Ingal e vez dizoloet reoù nevez, reoù vihan avat.
Mont d'ar pennad gouestlet da loarennoù Sadorn.
Notennoù ha daveoù
kemmañ
Levrlennadur
kemmañ- Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 41-45.
- Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 56-57.
Koskoriad an Heol |
---|
Planedennoù : Merc'her • Gwener • Douar • Meurzh • Yaou • Sadorn • Ouran • Neizhan
|
Korrblanedennoù : Ceres • Ploudon & C'haron • Eris – Makemake – Haumea — Quaoar
|
Loarennoù pennañ : Loar • Phobos • Deimos • Io • Europa • Ganymede • Callisto • Titan • Titania • Triton
|
Traoù all : Heol • Gourizad asteroidennoù • Stered-lostek • Gourizad Kuiper • Koumoulennad Oort • Disk strewet
|
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol |