Ganymede (gresianeg Γανυμήδης) a zo loarenn vrasañ Yaou hag al loarenn vrasañ e koskoriad an Heol. Brasoc'h eo he zreuzkiz eget hini Merc'her met n'he-deus nemet hanter he mas. Kalz brasoc'h eget Ploudon eo al loarenn nemeti (ouzhpenn al Loar) a c'heller gwelout hep pellseller. Dizoloet e voe bet e -364 gant ar steredoniour sinat Gan De war a seblant met ne veze ket anavezet an dra-se en Europa pan addizoloas anezhi Galileo Galilei e 1610. Anvet e voe Ganymede gant Simon Marius met ne voe ket implijet an anv-se a-araok an XXvet kantved. E darn vrasañ ar skridoù steredoniel abredoc'h e veze graet Yaou III anezhi (n'anavezed ket loarennoù ar strollad Amalthea c'hoazh). He anv a zeu eus Ganymede, ur paotr yaouank karet gant Zeus.

Ganymede
Europa
Europa
Europa skeudennet gant Galileo
Dizoloadenn
Dizoloet gant Gan De
Dizoloet d'ar -364
Doareennoù he c'helc'htro
radius krenn 1,070,400 km 1
Kelc'htro 6,725,500 km
Ezkreizennegezh 0.0011
Periapsis 1,069,200 km
Apoapsis 1,071,600 km
Prantad reveulziañ 7.15455296 d
Tizh orbitel krenn mui.: 10.892 km/s
krenn: 10.880 km/s
nebeut.: 10.868 km/s
Stouadur 0.20° (diwar keheder Yaou)
/2.21 (diwar an ekliptik)
Loarenn eus Yaou
Doareennoù fizikel
Treuzkiz krenn 5262.4 km
Platadur
Gorread 8.7×107 km²
Volum 7.6×1010 km3
Mas 1.4819×1023 kg(0.015 Douar)
Stankter 1.942 g/cm³
Gravitadur gorre 1.428m/s²
((0.146 g)
Tizh achap 2.741 km/s
Devezh sinkron
Stouadur
Albedo 0.43
Sked dre wel 4.6
temp. gorre krenn: ~109 K
Gwask atmosferel dister-kenañ
Oksijen dreist holl

Perzhioù fizikel

kemmañ
 
Diabarzh Ganymede

Frammadur diabarzh

kemmañ

Eus silikadoù hag eus skorn eo kenaozet Ganymede. Dindan ar c'hler e kaver ur gwiskad a skorn klouar, gant, marteze, kelch'adioù a zour liñvel. Ar fedoù dastumet gant ar sontenn galileo a zamveneg eo disrannet e tri gwiskad : ur greizenn vihan a houarn teuzet, ur vantell a silikadoù hag ar c'hler. Bezañs ur grezenn vetalek a zamveneg e oa bet tommoc'h Ganymede en amzer dremenet eget ma kredfed gwechall. Heñvel ouzh hini Io e c'hellfe bezañ frammadur diabarzh Ganymede.



Torosennadur

kemmañ
 
Harzioù etre Nicholson Regio ha Harpagia Sulcus

Gorre Ganymede a zo ur meskaj eus daou zoare a dachennad : rannvroiù teñval, kozh tre, ha gant kraterioù niverus ha kelc'hiadoù sklaeroc'h, yaouankoc'h ha merket dre leinoù ha frailhoù. Tektonik eo o orin. Gant disfurmidigezhioù ar c'hler e voent furmet. Torosennadurioù heñvel ouzh beradennoù a vaen teuzet a gaver ivez. Ar rannvrioù teñval a zo heñvel ouzh gorre Callisto.

War an holl c'horre eus al loarenn e kaver krateroù niverus. Stankder war an tachennoù teñval a ziskouez e voent furmet 4.000 milion bloaz'zo, evel uheldirioù al Loar. Ar rannvroiù sklaer a zo yaouankoc'h met n'eur ket sur petra eo o oad resis. Krateroù a c'holo al leinoù e kornioù-bro'zo met ganto ez int troc'het e rannvroioù arall. An dra-se a zamveneg eo kozh tre un darn, d'an nebeutañ, eus torosenadur Ganymede. Kavout a reer krateroù yaouank gant ejecta ivez. Er c'hontrol re al Loar ez eo plaen a-walc'h krateroù Ganymede. Se a zo en-abeg d'an natur skornek eus krestenenn Ganymede hag a c'hell red ha diverkañan torosenadurioù.

An torosennadur brasañ eus Ganymede a zo ur blaenenn deñval, Galileo Regio hec'h anv.

Atmosferenn

kemmañ

Er bloavezhioù 80 e tizoloas ur skipailh a steredonourienn indiat ha amerikan eus gedlec'h Lembang (Indonesia), e-pad ur c'huzhadur, he-doa Ganymede un atmosferenn voan tre. Ar fedoù dastumet gant ar pellseller Hubble o-deus diskouezet e oa kenaozet eus oksijen dreist-holl. N'eo ket priduet hemañ gant ar vuhez, evel war an Douar met gant dielfennadur ar skorn didan efed ar skinoù.

Magnetofsferenn

kemmañ

Ar sntenn galileo he-deus dizoloet he-doa Ganymede ur maez magnetik dezhi hec'h unan lec'hiet e-barzh hini Yaou. An hevelep orin hag hini an Douar eñ-deus, war a seblant : redoù e-barzh ur greizenn vetalek. Al loarenn nemeti gant an doare maez magnetik-se e koskoriad an Heol. Ganymede he-deus ur maez magnetik arall, krouet gant efed hini Yaou war ur gwiskad a vateri-kas dindan ar c'hler. Krediñ a reer ez eo dour liñvel ha holennek lec'hiet etre daou wiskad a skorn, 150 km dindan ar c'hler.

Liammoù diavaez

kemmañ

Ganymede


---Sidenote START---
Loarennoù Yaou

Adrastrea | Aitne | Amalthea | Ananke | Aoede | Arche | Autonoe | Callisto | Callirrhoe | Carme | Chaldene | Cyllene | Elara | Erinome | Euanthe | Eukelade | Euporie | Europa | Eurydome | Ganymede | Harpalyke | Hegemone | Helike | Hermippe | Himalia | Io | Iocaste | Isonoe | Kale | Kallichore | Kalyke | Karpo | Kore | Leda | Lysithea | Megaclite | Metis | Mneme | Orthosie | Pasiphae | Pasithee | Praxidike | Sinope | Sponde | Taygete | Thebe | Thelxinoe | Themisto | Thyone

S/2000 J 11 | S/2003 J 2 | S/2003 J 3 | S/2003 J 4 | S/2003 J 5 | S/2003 J 9 | S/2003 J 10 | S/2003 J 12 | S/2003 J 15 | S/2003 J 16 | S/2003 J 17 | S/2003 J 18 | S/2003 J 19 | S/2003 J 23
Yaou | Koskoriad an Heol