Sint Eustatius, hag a vez graet anezhi Statia pe Statius gant tud ar vro alies, zo un enezenn er Mor Karib, er reter da bPuerto Rico, unan eus an Antilhez Bihanañ, Oranjestad eo anv ar gêr-benn.

Ardamezioù Sint Eustatius
Sint Eustatius en Amerika
Sint Eustatius er Mor Karib
Sint Eustatius hag an inizi tostañ (kartenn nederlandek)

perc'hennet gant an Izelvroioù, evel Saba, an enezenn dostañ er gwalarn dezhi. Er gevred emañ Sant Kitts, a zo unan eus div enenezenn veras stad Saint Kitts ha Nevis.

Ur gumun izelvroat eo, nemet arbennik he statud, abaoe ar 1añ a viz Gouhere 2007, goude divodet stad emren Kevredad an Antilhez Nederlandat a oa-hi ezel anezhi.


Istor kemmañ

 
Sint Eustatius hervez un engravadur kozh

Indianed, pe Karibed, e oa an annezidi gentañ, degouezhet eno eus an douar-bras, hini Kreisteizamerika war-dro dibenn ar XVvet kantved. A-bell e voe gwelet an enezenn gant Kristoc'h Koulm e 1493, ha 22 wech e voe kemmet ar vro oa perc'henn dezhi en ur ober 150 vloaz goude-se.

Tudañ kemmañ

Nederlandeg eo ar yezh ofisiel. Spagnoleg ha saozneg a vez komzet gant an dud ivez.

Kalz a dud a zo gourvibien d'ar sklaved du degaset eus Afrika, met tud a bep orin a zo ivez.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.