Antilhez Brasañ
An Antilhez Brasañ a reer eus ur strollad peder enezenn vras eus an Antilhez, e-skoaz stroll an Antilhez Bihanañ.
Ar peder enezenn
kemmañBez' ez int, eus ar vrasañ d'ar vihanañ anezho:
- Kuba,
- Hispaniola (Haiti hag ar Republik Dominikan),
- Jamaika
- Puerto Rico.
Int-i a c'holo kement ha 90 % eus gorread an holl Antilhez. A-wechoù e stager oute enezeg ar Bahamas.
Abalamour da istor an trevadennerezh eo ar spagnoleg a gomzer dreist-holl enno.
Douaroniezh
kemmañ- An uhelañ menez eo ar Pic Duarte (3 087 m) er Republik Dominikan.
- En 2005 e oa tost da 35 milion a dud o chom enne.
Pobloù
kemmañ- A orin afrikan eo ar braz eus an dud, evito da vout hironet gant Europeaned. Komz a reer eus kreolegezh a vije liamm sevenadurel an holl inizi.
Hin
kemmañKlouaraet e vez an hin en arvor an inizi gant an avelioù-kenwerzh, a vez o c'hwezhañ a-hed ar bloaz. Ehan ebet ne vez dezhe nemet pa zegouezh barradoù war ar Meurvor Atlantel. Tommoc'h e vez en doaroù. Seul uheloc'h an douaroù, seul vrasoc'h ar glebor, ma tigresk an tommder. Daou goulz-bloaz zo:
- ar c'houlz sec'h eo ar freskañ, eus Kerzu da Vezheven, anvet ivez koulz ar C'horaiz;
- ar c'houlz gleb eo an tommañ, eus Mezheven da Gerzu, pe ar c'houlz kelc'hwidennek.