Sint Maarten (stad)

Ur pennad Sint Maarten zo ivez.

Sint Maarten pe Land Sint Maarten (e nederlandeg) pe Country of Sint Maarten (e saozneg) eo anv lodenn greisteiz Enez Sant-Martin, a zo kement ha 40% eus gorread an enezenn, unan eus an Antilhez Brasañ, er Mor Karib. Bez ez eo ivez unan eus ar peder stad, gant Aruba, Curaçao, hag an Izelvroioù, a ya d'ober Rouantelezh an Izelvroioù.

"Saint-Martin" ha "Sint Maarten"
Kartenn resisoc'h

Philipsburg eo ar gêr-benn.

Yezhoù

kemmañ

Div yezh ofisiel zo: an nederlandeg hag ar saozneg.

Bro amezek

kemmañ

En hanternoz an enezenn emañ Saint-Martin (60% eus an enez), a zo bet stag ouzh departamant gall Gwadloup, hag a zo bremañ ur strollegezh tramor stag war-eeun ouzh Bro-C'hall.

Ur rann eus stad emren an Antilhez Nederlandat e oa kent bout ur stad e Rouantelezh an Izelvroioù e 2010.

Liammoù

kemmañ