Enez Clipperton, Île de la Passion hec'h anv kentañ e galleg, eo ar bihanañ tiriad tramor e dalc'h ar Republik C'hall er Meurvor Habask.

Clipperton
enezenn, dependent territory, Atoll, ekorannvro WWF
Rann eusBro-C'hall tramor Kemmañ
Anv er yezh a orinLa Passion–Clipperton Kemmañ
Anv berr🇨🇵 Kemmañ
Anvet diwarJohn Clipperton Kemmañ
KevandirNorzhamerika Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Kêr-benntalvoud ebet Kemmañ
E tiriadFrañs Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC−08:00 Kemmañ
War riblMeurvor Habask Kemmañ
Lec'hiadurNorth Pacific Ocean Kemmañ
Daveennoù douaroniel10°17′38″N 109°13′2″W Kemmañ
Poent uhelañClipperton Rock Kemmañ
Lowest pointMeurvor Habask Kemmañ
A zo stok ouzhtalvoud ebet Kemmañ
Darvoud-alc'hwezClipperton Island Case, Forgotten People of Clipperton Kemmañ
OberataerMinister for Overseas France Kemmañ
Dizoloer pe ijinerMathieu Martin de Chassiron, Michel Dubocage Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet2 Ebr 1711 Kemmañ
Kod-post98799 Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Clipperton Island Kemmañ
Niverenn bellgomz sikour112 Kemmañ
Arouezenn Unicode🇨🇵 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Clipperton Island Kemmañ
Map

Un atoll eo, an hini digenvesañ er bed war a lavarer. Emañ 1 081 km a-vaez da Stad Michoacán, e Mec'hiko, ha 1 280 km pell diouzhAcapulco. An tostañ douaroù dezhi eo Enez Socorro en enezeg Revillagigedo en hanternoz. An tostañ douar gall eo Nuku Hiva, en Inizi Markiz, 4 018 km er mervent. Pelloc'h avat emañ Hawaii : 4 930 km alehont.

Pan eo bihan-bihan gorread an atoll (1,7 km² a zouaroù divor) ez eo bras-divent an takad armerzhel miret a zo en-dro dezhañ : 435 612 km². Meret eo an tiriad-se war-eeun gant Ministrerezh an Douaroù Tramor ar Republik C'hall.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.