Inizi Pitcairn
Inizi Pitcairn (Pitcairn Islands e saozneg, Pitkern Ailean e pitkerneg), ent-ofisiel Inizi Pitcairn, Henderson, Ducie hag Oeno (Pitcairn, Henderson, Ducie and Oeno Islands), a zo un enezeg a beder enezenn hag an diwezhañ trevadenn saoz er Meurvor Habask. Adamstown eo ar gêr-benn, en Enez Pitcairn. En tu-hont da Enez Pitcairn emañ Henderson, Ducie hag Oeno; didud eo an teir enezenn-se. Diskennidi eus lestrad ar Bounty eo a zo o chom eno. N’eus nemet un 60 bennak a dud bremañ en holl, ha gant dollar Zeland-Nevez e vez paeet an traoù.
PoblañsAozañ
250 a dud a oa en 1936, ha 56 e 2014[1].
Liamm diavaezAozañ
- (en) Gouarnamant Inizi Pitcairn
- (fr) Mel Pitcairn, gwellañ ha yac'husañ mel zo er bed ma kreder er bruderezh
- ↑ Pitcairn Census. Pitcairn Islands Study Center.