Enez Henderson (Henderson Island e saozneg), pe Makatea e maorieg, gwechall San Juan Bautista hag ivez Elizabeth Island, zo un atoll hag unan eus inizi Pitcairn er Meurvor Habask, 193 km er biz da Enez Pitcairn. 37,3 km2 zo dindani. Div enez all, Oeno ha Ducie, zo stag outi.

Enez Henderson
An Inizi Pitcairn

N'eus den o chom warni. Fallik eo an douar, nebeud a zour a zo. Koulskoude eo goloet an aod a lastez[1].

E 1902 e voe staget en ofisiel ouzh Inizi Pitcairn . E miz Mae 2017 e voe brudet ur studienn diwar-benn al lastez a zegouezh war an aod[2].

Pennad kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ