Bouygues (Bouygues S.A. e anv leun) zo ur strollad ekonomikel gall savet e 1952 gant Francis Bouygues ha renet goude-se gant e vab Martin Bouygues.

Bouygues
aozadur
Rann eusCAC 40, STOXX Global Select Dividend 100 Kemmañ
Tachenn obererezhioùconglomerate, saverezh, activities of head offices Kemmañ
Deiziad krouiñGenver 1952 Kemmañ
DiazezerFrancis Bouygues Kemmañ
Merour/renerMartin Bouygues Kemmañ
Board memberClara Gaymard, Anne-Marie Idrac, Patrick Kron, Rose-Marie Van Lerberghe Kemmañ
Testenn ar ger-sturDonner vie au progrès Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Furm lezennelsociété anonyme à conseil d'administration s.a.i. Kemmañ
Perc'hennet gantSCDM Kemmañ
IsaozadurBouygues Telecom, TF1 Group, Colas Group, Equans Kemmañ
Sez sokialPariz, Pariz Kemmañ
EskemmdiEuronext Paris Kemmañ
Producivil engineering Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.bouygues.com Kemmañ

Ar strollad a zo oberiant war beder zachenn diazez: ar sevel savadurioù gant Bouygues Construction, Bouygues Immobilier, Colas, ar servijoù teknikel lies gant Equans, ar c'hehentiñ gant Bouygues Telecom hag ar mediaioù dre ar Strollad TF1.

E 2022, ar chifr a aferioù gant Bouygues a oa 44,3 G€. E fin 2021, ar strollad a oa diazezet e 80 bro ha ledet war bemp kevandir. An niver a implijidi a oa ouzhpenn 196 154 goprad gant 45 074 en estrenvro.

Evit ar pezh a sell ar CAC 40, Bouygues eo ar c'hentañ embregerezh a-fed kevrennadourien gopridi anezho. 21,30 % eus ar c'hapital ha 30,5 % eus ar gwirioù votiñ a zo perc'hennet gant kenlabourerien.

D'an 18 a viz C'hwevrer 2021, Martin Bouygues en doa kemennet e oa o kuitaat ar renerezh oberiant, evit ur strollad tri den : Olivier Roussat evit ar renerezh hollek, harpet gant daou rener hollek kannad, Pascal Grangé hag Edward Bouygues. Martin Bouygues a chom prezidant ar strollad memestra.

Liammoù diavaez

kemmañ