Ganet eo bet Angèle Jacq en ur familh labourerien douar e miz Mae 1937 e Landudal. Aet eo d'an anaon d'an 12 viz Ebrel 2021 e Kemper[1].

Kuitaet he doa ar skol da bemzek vloaz evit labourat war atant he zud. Dimezet e 1956, he deus dalc'het ur menaj e-pad pemzek vloaz. Ganet he deus seizh bugel. E 1971 e kuitaas an ti-feurm evit mont da werzhañ boued skornet. Prientet he deus ar CAP implijad ti-bank e 1974-1975. Labouret he deus goude evit ar CMB. Kenskriverez evit an Télégramme eo bet ivez. Ur gronikenn sizhuniek he deus bet war Radio Kerne e 1999-2000. Ouzhpenn skrivañ pennadoù he deus skrivet un toullad romantoù. Kuzulierez-kêr eo bet e Landudal eus 1983 da 1989.

Kemeret he deus perzh er gevredigezh Keit Vimp Bev e deroù ar bloavezhioù 1980. E miz Here 1999 e oa e-touez sinerien Galv Karaez. Da-heul e teuas da vezañ prezidantez ha mouezh-aotreet an aozadur (e galleg Collectif Breton pour la Démocratie et les droits de l'Homme). Resevet he deus kolier Urzh an Erminig e 2003.

Levrioù bet skrivet ganti

kemmañ
e galleg

Mammennoù

kemmañ

Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner ; 2013.

Notennoù

kemmañ
  1. Aet eo Angèle Jacq d'an Anaon, Agence Bretagne Presse, 13 avril 2021
  2. Adembannet e 2004 gant Le Palémon