Mathieu Guihard zo un emsaver hag ur politikour breizhat bet ganet er Mañs d'ar 25 Meurzh 1975. Dimezet eo d'ur Rusianez bet o teskiñ brezhoneg gant Anna Mouradova.

E penn an embregerezh Consobreizh ha Skol-Uhel ar Vro eo bet er bloavezhioù 2010.

Prezidant Strollad Breizh eo abaoe 2020. Kendiazezet en deus Kevread ar Broioù Unanet (Fédération des Pays Unis pe FPU) e 2021, ur c'hevread strolladoù politikel rannvroelour pe broadelour eus ar C'hwec'hkorn, en o zouez SB hag EAJ-PNV.