Oberour
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An oberour a zo an den a sav skridoù pe danvez skrid evit pep seurt rummad-lennegezh koulz hag evit ar c'hleweled. Ar saver (skridoù, pennadoù-skrid), levrioù, barzhonegoù, sonerezh, kanaouennoù hag all) a vez graet anezhañ ivez. Dre hengoun ha dre emglev boutin e vez lakaet evel oberour e-kreiz un oberenn liesstumm ha/pe liesvedia an hini a skriv testennoù skrivet. Lakaet e vez da oberour pennañ an hini a skriv komzoù ur ganaouenn pa n'eo ket ar sonaozer an hini a ra nemet aozañ ar sonerezh (ha koulskoude e skriv notennoù sonerezh ar sonaozer). E meur a zegouezh eo oberour kevatal da skrivagner, hemañ gwelet evel oberour lennegezh nemetken.
Alies e kaver aozer evit oberour, met ne c'hell ket gouzout bewech m'eo bet savet an holl skrid(où) pe lakaet da vezañ prest evit an embann (saozneg : editor, galleg : arrangé par X, collaborateur, préparé pour l'édition, hag all...).
Ar gwirioù aozer a zo ar gwirioù tennañ frouezh (korvoiñ) pe evezhiañ en deus pep a den en deus degaset menozioù speredel evit sevel un oberenn : an oberour(ien) hag ar re-se a resev ar gwirioù brasañ peurvuiañ, an aozer(ien), ar skeudennaouer(ien), ar skridaozerien, ar sonaozerien, ar jubennourienn...
Hervez al lezenn gall 1957, ne c'hell ket bezañ kollet ar gwirioù-se e-pad ar maread termenet (70 bloaz d'an nebeutañ). Ne c'hellont ket bezañ treuskaset da zen, nemet d'an hêred.
Notenn : marteze e vo da sevel un bajenn digejañ