Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar gwir aozer(ez)[1], anvet gwir oberour(ez) ivez[2] eo ar gwir o deus an oberourien hag an oberourezed da dennañ frouezh diwar an oberennoù o deus fardet o-unan pe a zo bet fardet diwar mennozhioù speredel bet degaset ganto[3]. Un elfenn eus ar gwir aozer eo ar gwir korvoiñ, ma c'hall un aozer aotren (pe get) un den bennak all da dennañ ur gounid kenwerzhel diwar un oberenn[4].

gwir aozer
meizad gwirel
Iskevrennad eusintellectual property, subjective right Kemmañ

Doujañ d'ar gwirioù aozer a dalv gwareziñ an oberennoù lennegel, ar c'hrouidigezhioù grafikel, ar c'hrouidigezhioù dre son (sonerezh, da skouer) pe ar c'hleweled, ar meziantoù hag ar c'hrouidigezhioù savet diouzh an arzoù pleustrek ivez. E-keñver an arzourien displegerien, ar saverien sonskridoù ha videogrammoù, ar broduerien hag an embregerezhioù war dachenn ar c'hehentiñ dre ar c'hleweled e vez lakaet da dalvezout gwirioù aozer damheñvel.

En unander e vez distaget al lavarenn alies, pa 'z eus kaoz eus daou seurt gwirioù, ar gwir aozer gladel hag an hini reizhek erfin, alese e komzer eus ar gwirioù aozer en ur doare hollek pe evit menegiñ gwirioù aozer diseurt an dud o deus degaset o lodenn evit sevel un oberenn.

Daou seurt gwir aozer

kemmañ

Ur savidigezh gwirel eo ar gwirioù aozer hag a zeu eus krouidigezh ar moullañ hag ensavadekadur an embannerezh er XVIvet kantved en Europa.

Ur framm etrebroadel zo, kadarnaet gant emglevioù, nemet e talvez gant meur a ziforc'h hervez lezennoù diabarzh ar Stadoù.

Gwir aozer gladel

kemmañ

An oberourien, hag ar re-se a resev ar gwirioù brasañ peurvuiañ, an aozerien, ar skeudennaouerien, ar skridaozerien, ar sonaozourien, ar jubennourien... Hervez ul lezenn c'hall eus 1957, ne c'hell ket bezañ kollet ar gwirioù-se e-pad ar maread termenet (70 vloaz d'an nebeutañ). Ne c'hellont ket bezañ treuzkaset da zen, nemet d'an hêred.

Gwir aozer reizhek

kemmañ

Levrlennadur 

kemmañ

Pennadoù nes

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur Ménard, 2020, p. 119-b.
  2. Geriadur Ménard 119-b ha TermOfis.
  3. (fr) Le droit d'auteur @ INPI. Kavet : 30 Mae 24.
  4. (fr) Droit d'exploitation @ Infonet. Kavet : 30 Mae 24.