An embannerezh a zo stagañ gant aozañ ditour, lennegezh, sonerezh, poelladoù ha dafaroù all ken ez eont da vezañ dibrez evit an dud diwar prenañ pe reiñ digoust. Krouet eo bet ar ger brezhonek e-doug ar XXvet kantved, met en Europa e vez implijet a-gozh e gensterioù evit ar fardañ hag ar skignañ levrioù, kelaouennoù ha skorioù moullet, met, adal ma 'z eo deuet reizhiadoù ar stlenn niverel e vez astennet evit envel ar pezh a denn da lakaat war ar marc'had levrioù ha pladennoù niverel fetis pe difetis, kelaouennoù niverel, lec'hiennoù war ar Web, mediaoù war ar rouedadoù sokial hag ar c'hoarioù video. N'eo ket ar paper duet gant ar skritur ar skor pennañ m'eo bet araok diwezh an XXvet kantved, pa eo aet ar mekanikoù lusket gant kodoù stlennel da gevezañ outi.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Embannerezh
industry, rann ekonomikel
Iskevrennad eusobererezh, Kemennadur Kemmañ
Studiet gantpublishing history Kemmañ
Produembannadenn Kemmañ
Istorpublishing industry in China, publishing history Kemmañ
Pleustret gantpublisher Kemmañ
A implijpublishing terminology Kemmañ
Kod rummatadur ACM (2012)10010477 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC48669 Kemmañ

Gerdarzh kemmañ

Embann a dalveze gwezhall-gozh[1] da lakaat an dud da c'houzout keloù pe dre huchal pe dre skritelloù. Embanner a voe anv an den a huche anvioù an dud pa 'z eont da weladenniñ tud a renk uhel-tre.

E Devri (geriadur treadegel ar brezhoneg) e kaver embann (verb), dezhañ ster lakaat da vezañ embannet, da fardañ levrioù evit ar gwerzh hag e-barzh an Dictionnaire français-breton de poche, savet gant Taldir hag ermaezhiet e 1914, e kaver embanner, dezhañ ster rener un ti-embann evit al levrioù[2]. Ne ouzer ket pegoulz e voe silet embannerezh er yezh goude-se. Embannadur, dezhañ ster embannadenn (ermaezhiadenn) a vez kavet er Grand dictionnaire français-breton aozet gant Frañsez Vallée e 1931[3]. M'eo embannerezh ar ger hollek e chom ar ger embann da dalvezout evit an oberiantiz war-dro al levrioù gwerzhet el levrdioù, alese an embann brezhoneg.

Astenn an embannerezh kemmañ

Ur gennad greantel a-bouezh eo deuet da vezañ an embannerezh pa gaver kenvredadoù etrebroadel (News Corp, Pearson, Penguin Random), chadennoù magazennoù hag embannerien vihan dizalc'h a-viliadoù ivez. Embanner a c'hell bezañ graet eus un embregerezh embann (anvet ti-embann peurvuiañ) pe eus un den a ren un ti-embann pe a ren ur gelaouenn. Atav ez eus bet gwelet tud a laka o oberennoù da vezañ embannet ganto o-unan.Emembannerien e vezont.

Rannet eo an oberiantizoù dre isgennadoù arbennik, evel kenwerzh a-vras hag a-vunut, faltazi pe nann-faltazi, embannerezh evit ar skolioù, ar skolioù-meur hag embannerezh skiantel. An embannerezh a c'hell bezañ embreget gant ar gouarnamantoù, ar melestradurezhioù, an embregerezhioù prevez hag ar c'hevredigezhioù keodedel hervez ezhommoù o tennañ d'al laz foran, d'an aferioù ha d'an imbourc'h. Diouzh-se e vez produet danevelloù oberiantiz, danevelloù raktresañ, danevelloù imbourc'h, enklaskoù war ar marc'had ha danevelloù teknel.

Kavet e vez ivez un embannerezh kuzh pa wask ar pennoù bras war pep eztaoladur n'int ket evit e asentiñ.

Lankadoù an embannerezh kemmañ

Un argezh eo an embannerezh a c'hell bezañ holl embreget gant un hinienn pe dasparzhet etre meur a den en un aozadur savet a-ratozh pe rannet etre meur a aozadurioù pe embregerezhioù.

Kefridi kemmañ

Skridaozañ kemmañ

Ermeg kemmañ

Dibab an nodrezh kemmañ

Divankañ an amprouennoù kemmañ

Koroù reizhañ kemmañ

Menegadur kemmañ

Reizhadurioù diwezhañ kemmañ

Embannadenn enlinenn kemmañ

Kent-moullañ kemmañ

Moulladur kemmañ

Goude-moullañ kemmañ

Dasparzhadur kemmañ

Arwezouriezh kemmañ

Seurtoù an embannerien kemmañ

Istor kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Jacques Mollier, Jean-Yves Michon, Les mutations du livre et de l'édition dans le monde du XVIIIe à l'an 2000, L'Harmattan, 2003.
  • Olivier Bessard-Banquy, L'édition littéraire aujourd'hui, Presses universitaires de Bordeaux, 2006, 235 p. (ISBN 978-2-86781-359-7)
  • Olivier Deloignon (dir.), Jean-Marc Chatelain, Jean-Yves Mollier, D'Encre et de papier. Une histoire du livre imprimé, (ISBN 978-2-330-15517-9), Imp. nationale éditions, 2021.
  • Yann Sordet, Histoire du livre et de l’édition, Paris, Albin Michel, coll, L’évolution de l’humanité, 800 pages, ill., 2021.

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Er C'hatholicon emañ, evel anv-kadarn ha verb.
  2. Taldir (Frañsez Jaffrenoù) a voe penn ti-embann Ar Bobl, e Karaez, er mare-se.
  3. Fransez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, Roazhon, 1931.