Perc'henniezh diarelladus
Er yezhoniezh e vez implijet an termen perc'henniezh diarelladus (saoz.: inalienable possession) evit komz eus ul liamm-perc'hennañ peurbad etre daou dra ha n'hellfe ket bezañ kemmet.
E yezhoù 'zo e vez enebet ar berc'henniezh diarelladus diouzh un tu diouzh ar berc'henniezh arelladus diouzh an tu all, da lâret eo ma c'hell kemmañ al liamm-perc'henn a degouezh da degouezh.
Kemmañ a ra a yezh da yezh an traoù a c'heller bezañ perc'henn warne en un doare diarelladus pe en un doare arelladus, met alies e vez renket etre an traoù diarelladus rannoù ar c'horf hag izili ar familh.
Implij dre ar bed
kemmañHervez ar World Atlas of Language Structures[1], ez eo an diforc'h etre ar berc'hienniezh diarelladus hag ar berc'henniezh arelladus unan eus an doare pennañ da renlañ al liammoù perc'hennañ e yezhadurioù ar bed.
Lakaet e vez an difoc'h etre ar berc'hienniezh diarelladus diouzh un tu hag ar berc'henniezh arelladus diouzh an tu all en meur a yezh komzet en Afrika hag en Amerikaoù hag ivez en Aostralia hag er yezhoù papouek, met ral a wezh e-touez ar yezhoù komzet en Europa hag en Azia[2]
Yezh skouer
kemmañImplijet e vez an diforc'h-mañ e dolouoeg, ur yezh nilez-saharek, da skouer[3]:
- Perc'henniezh arelladus:
- cogo guok
- "askorn" "ki"
- "askorn ar c'hi" (d.l.e. an hini emañ o tebriñ)
- Perc'henniezh diarelladus:
- cok dhiang
- "askorn"(Status constructus) "buoc'h"
- "askorn ur vuoc'h"
Ar rummadoù-anv er yezhoù polinezek
kemmañTennañ a ra ivez an diforc'h etre an doa doare perc'henniezh-mañ d'an eo ouzh an doare ma vez isrannet an anvioù-kadran e daou rummad er yezhoù polinezek: ar "rummad-a" hag ar "rummad-o", implijet nemet gant an droad c'hentivel.
- Ar rummad-o
Dre vras e renker er rummad-o an traoù n'hallont ket bezañ levezonet gant ar rener/graer, da skouer en hawaieg inoa ("anv"), puʻuwai ("kalon"), hale "ti", hag ivez doareoù mont-ha-dont (d.s. kaʻa "karr-tan", lio "marc'h"), traoù a c'heller azezañ warne (d.s. noho "kador"), traoù a c'heller o gwiskañ (d.s. ʻeke "sac'h", lole "dilhad") ha tud eus an hevelep engehentadur hag an engehentadurioù kent (d.s. makuahine "mamm").
- Ar rummad-a
Dre vras e renker er rummad-a an traoù a hall ar rener/graer bezañ mestr warne, d.s waihoʻoluʻu ("liv"), hag ivez amourous/amourousez unan bennak (ipo) ha tud eus an engehentadurioù da zont (dl.e. bugale unan bennak hag o bugale-i... estreget bugale breudeur ha/pe c'hoarezed unan bennak).
Mammennoù:
kemmañ- ↑ http://www.livingreviews.org/wals/feature/description/59 Possessive Classification
- ↑ http://www.livingreviews.org/wals/feature/59?v1=cfff&v2=cff0&v3=cf60&v4=cd00&tg_format=map&lat=5.5&lng=152.58&z=2&t=m Map
- ↑ A. N. Tucker A Grammar of Kenya Luo (Dholuo) 1984:198