Genitivel (Troad)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad c'henitivel, genitiv pe tro-c'henel (saoz.: genitive case) evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un anv-kadarn da vezañ stag ouzh un anv-kadarn all.
Iskevrennad eus | furm |
---|---|
Anv berr | GEN |
Enebet ouzh | non-genitive |
Ar genitiv hag al liammoù perc'hennañ
kemmañDaoust ha ma talvez puerliesañ ar genitiv da verkañ ul liamm perc'henniezh etre an dou anv-kadarn stag an eil ouzh egile ganti, n'eo ket hemañ e arc'hwel nemeti dre ret hag implijoù resis all e c'hell kaout ivez o kemmañ a yezh da yezh. Disheñvel eo neuze ar genitiv diouzh an droad-perc'hennañ hag an droad perc'hennet dre ma ne c'hell talvezout an troadoù-se nemet da verkañ ul liamm perc'henniezh.
Arc'hwelioù nann-perc'hennañ ar genitiv
kemmañUnan eus implijoù all ar genitiv eo ar fed ma c'hell talvezout da sevel adverboù, da skouer.
E-touez an arc'hwelioù liammet ouzh ar genitiv emañ ar re-mañ:
- perc'hennañ (kv. "troad-perc'hennañ", d.s. "karr ma mamm":
- lodennañ (kv. "troad partitivel"), d.s. "ur strollad tud":
- kemer perzh en un ober, o verkañ ar graer yezhadurel/rener pe ar gouzañver, d.s. "ma c'hemer" = "kemer ac'hanon"
- ober dave d'un dra bennak, d.s. e latin De Bello Gallico ("eus/diwar-benn Brezel Galia")
- merkañ an orin, d.s. "Paotred Breizh"/"Paotred a Vreizh")
- deskrivañ perzhioù un dra, ul lec'h pe un den bennak, d.s. "tud a enor"
- sevel gerioù kevrennek, d.s. e gouezeleg Skos ball coise = "melldroad", diwar cas (nominativ) -> coise (genitiv)
Yezhoù skouer
kemmañImplijet e vez ar gennitiv gant meur a yezh dre ar bed, en o zouez: an arabeg, an armenieg, an euskareg, an tchekeg, ar finneg, ar jorjieg, an alamaneg, ar gresianeg, an islandeg, an iwerzhoneg, al latin, al latveg, ar poloneg, ar roumaneg, ar ruseg, ar sañskriteg hag an turkeg.
Implijet e vez an droad c'henitivel gant ar yezhoù baltek-finnek, en o zouez ar finneg hag an estonieg, da skouer:
- maa (nominativ: "bro") —> maan
- lumi "erc'h" —> lumen
Enebet e vez ivez ouzh an droad partitivel, merket gant al lostger "-(t)a", da skour
- joukko miehiä "ur strollad tud"
Meur a implij he deus ar c'henitivel e vez ar genitiv er yezhoù slavek, en o zouez ar ruseg hag ar poloneg, estreget an implij perc'hennañ pennañ:
- Perc'hennañ:
- Nominativ: Вот Антон "Setu Anton".
- Genitiv: Вот карандаш Антона "Setu kreion Anton".
- Nac'hañ:
- Nominativ: Мария дома? "Hag er gêr emañ Maria?".
- Genitiv: Марии нет дома "N'emañ ket Maria er gâer"
- Genitiv-partitiv: Я выпил воды "Evañ a ris dour"
- Akuzativ: Я выпил воду "Evañ a ris an dour"
Implijet e vez ar genitiv gant yezhoù germanek 'zo, en o zouez an alamaneg hag an islandeg, da skouer:
- En alamaneg:
- das Heft der Schülerin "levr ar skoliadez"
- Claudias Buch "Levr Claudia"
E turkeg ec'h implijer ar genitiv, merket gant al lostger "-(vogalenn)n", evit merkañ ar perc'hennañ, implijet ur wezh pa vez amstrizh an anv-kadarn perc'hennet, ha div wezh pa vez strizh, da skouer:
- Strizh
- Nominativ: kadın "maouez",ayakkabı "botez"
- Genitiv : Kadının ayakkabısı "botez ar vaouez"
- Amstrizh
- Nominativ: kadın "maouez", kıyafet "dilhad"
- Genitiv : Kadın kıyafeti "dilhad ur vaouez"
En arabeg ne vez implijet ar genitiv nemet er yezh lennegl, da skouer:
- En arabeg klasel:
- Nominativ: baytun "un ti"
- Genitiv: bābu baytin "dor un ti", bābu l-bayti "dor an ti"
Implijet e vez ivez ar genitiv a-gevret gant araogennoù resis, da skouer:
- bābun li-baytin "un nor evit un ti"
Gwelit ivez
kemmañMammennoù
kemmañ