Troad-perc'hennañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad-perc'hennañ pe troad posesivel (saoz.: possessive case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ul liamm perc'hennañ etre un dra bennak pe un den bennak hag un dra pe un den all.
Daoust ha ma c'hell klotaat ganti implijoù an droad-perc'hennañ e yezhoù 'zo, ec'h eo disheñvel diouzh an droad c'henitivel, kalz ledanoc'h hec'h implijoù.
- Da skouer e saozneg:
Nominativel | Troad-perc'hennañ | Skouer |
---|---|---|
child | child's, of the child | I have the child's bag |
("bugel | perc'hennet gant ar bugel | ganin emañ sac'h ar bugel") |
woman | woman's, of the woman | This is the woman's husband |
("maouez | perc'hennet gant ar vaouez | Hemañ eo gwaz ar vaouez") |
car | car's, of the car | The car's wheels are off |
("karr-tan | perc'hennet gant ar c'harr-tan | Aet eo kuit rodoù ar c'harr-tan") |