Priz Sten Kidna
Priz Lennegel Sten Kidna a zo ur priz lennegel savet e 2009 hag a vez roet bep bloaz gant ti-kêr ar Bonoù evit ul levr faltazi nevez-embannet e brezhoneg. Lennerien eus bro an Alre bodet gant Kerlenn Sten Kidna a ya d'ober ar juri. Betek 2015 e oa anvet "Priz Sten Kidna - Le long cours du Bono", met divizet en deus ti-kêr ar Bonoù paouez gant e skoazell[1].
Roll ar re briziet
kemmañ- 2016: Mikael Madeg, Dispac'h, Kêredol
- 2015: Erwan Hupel, Yudal!, Embannadurioù al Liamm
- 2014: Yann Gerven, Traoù nevez, Ar Falz
- 2013: Aziliz Bourgès, An diaoul ouz taol, Emgleo Breiz
- 2012: Yann Bijer, Torrebenn !, Embannadurioù al Liamm
- 2011: Riwal Huon, Ar marc'h glas, Embannadurioù al Liamm
- 2010: Hervé Gouédard, Liñvadenn Kastellaodren, Embannadurioù al Liamm
- 2009: Mich Beyer, Etrezek an Enez, An Alarc'h
"Priz Ispisial"
kemmañUn eil priz a zo bet roet lañs dezhañ e 2013 evit levrioù ha n'int ket levrioù faltazi. Roet e vez gant Kerlenn Sten Kidna.
- 2014: Herri ar Borgn, evit e levrioù e brezhoneg Bro Pourlet
- 2013: Daniel Doujet, evit e labour adembann Etrezomp e brezhoneg (Job Jaffré)