Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un aozadur nann-gouarnamantel etrebroadel eo ar C'hevre keltiek.

Palioù ar C'hevre keltiek

kemmañ

Pal pennañ ar C'hevre keltiek, hag eñ un aozadur etrebroadel, a zo bezañ un harp d'ar stourmoù a ren ar c'hwec'h broad keltiek evit gwareziñ pe gounit o frankizoù politikel, sevenadurel, sokial hag armerzhel.
Evit-se e klask ar C'hevre:

  • Reiñ lañs d'ar c'henlabour etre ar pobloù keltiek
  • Lakaat anezho da vezañ emskiant eus al liammoù hag ar c'hengred dispar zo etrezo
  • Degas muioc'h a vrud d'o stourmoù broadel ha d'an disoc'hoù bet tizhet er bed a-bezh
  • Kabaliñ evit ma vo staliet un aozadur ofisial etre ar broadoù keltiek ur wech ma vo emren unan pe ziv anezho
  • Bountañ evit ma vo implijet madoù ar broioù keltiek evit gounid o fobloù.

Aozadur ar C'hevre keltiek

kemmañ

Digor eo ar C'hevre Keltiek d'an holl dud eus ar broioù keltiek a sav a-du gant ar palioù displeget a-us. Bodet eo an izili e 6 skourr broadel hag ur skourr etrebroadel. Bep bloaz, e-pad ar vodadeg veur, e vez dilennet an dud zo er c'huzul-ren.

Skrivagnerien veur ar C'hevre Keltiek

kemmañ
Alan Heusaff: (1961-84)
Bernard Moffat: (1984-88)
Davyth Fear: (1988-90)
Séamas Ó Coileáin†: (1990-91)
Bernard Moffat: (1991-2006)
Rhisiart Tal-e-bot: (2006 - bremañ)

Pennskrivagnerien Carn (savet e 1973)

kemmañ
Frang MacThòmais: (1973-74)
Padraig Ó Snodaigh: (1974-77)
Cathal Ó Luain: (1977-81)
Pedyr Pryor: (1981-84)
Patricia Bridson: (1984 - 2013)
Rhisiart Tal-e-bot: (2013 – bremañ)

Liammoù diavaez

kemmañ