Prederion

kumun ar Mor-Bihan

Prederion (1415) pe Branderion (1516)[2] a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.

Prederion
Chapel Santez Anna.
Chapel Santez Anna.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Brandérion
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Pleuwigner
Kod kumun 56021
Kod post 56700
Maer
Amzer gefridi
Jean-Yves Carrio
2020-2026
Etrekumuniezh Kab an Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web http://www.branderion.com
Poblañsouriezh
Poblañs 1 466 ann. (2020)[1]
Stankter 243 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 47′ 39″ Norzh
3° 11′ 36″ Kornôg
/ 47.7941666667, -3.19333333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 25 m
bihanañ 8 m — brasañ 79 m
Gorread 6,03 km²
Lec'hiañ ar gêr
Prederion

Douaroniezh

kemmañ

Dezougen

kemmañ

An anv

kemmañ

Seu amañ emdroadur an anv, hervez KêrOfis.

Ardamezouriezh

kemmañ
 
Daouhanteret : ouzh kab en gul e ziv volz c'hevellek en aour, ur vrizhenn erminig en argant en hini gleiz hag ur groaz pavek en argant en hini zehou ; ouzh beg, geotet e dostal kommek, leinet gant ur c'hudon nijant, balirant war ur menez a dri fezh dileinet, an holl en argant.
  • Ger-stur : A berpet fidel.

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Branderion e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Langedig; e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Langedig gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Branderion e Kanton Henbont bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800[4],[5].
  • Mervel a reas 22 waz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,35 % eus he foblañs e 1911[6].
  • D'ar 7 a viz Eost 1944 diouzh ar beure e voe dieubet ar gumun gant ur golonenn SUAat deut eus Gwened, mervel a reas c'hwec'h den nann-soudard pa voe tennet taolioù-kanol gant an Alamaned ha distrujet e voe ar c'hloc'hdi[7],[8].
  • Mervel a reas seizh den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].

Brezelioù didrevadenniñ

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Kastell Kerlivio, XIXvet kantved.
  • Iliz katolik Sant Pêr, 1879; adsavet e voe ar c'hloc'hdi goude an Eil brezel-bed.
  • Chapel Santez Anna, IXvet-XIIvet-XIVvet-XVvet kantved.
  • Ar presbital, XVIIvet kantved.
  • Monumant ar re varv e-tal chapel Santez Anna.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
  • Louis Le Cam, beleg katolik, bet kabiten en Droadegiezh Trevadennel e-pad ar Brezel-bed kentañ, person Houad (1929-1937) ha Prederion (1937-1948), enoret e Chapel Santez Anna.
  • Geoffroy de Goulaine (1844-1913), senedour ar Mor-Bihan (1901-1913).

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Branderion er geriadurioù boas ha war kartenn vrezhonek Breizh embannet gant Ofis ar Brezhoneg e 2003 ; met Prederion gant >KêrOfis bremañ, diwar stummoù komzet ar vro ha da-heul goulenn an ti-kêr
  3. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  4. (fr)Cassini - EHESS - Branderion - Fichenn ar gumun
  5. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 53
  6. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  7. (fr)Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 545
  8. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 545
  9. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  10. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv