Tren Tizh-ha-Tizh

(Adkaset eus TGV)

Evezhiadenn : Gant an droienn "Tren tizh bras" (liester : trenioù tizh bras) e vez graet e brezhoneg abaoe pellik[1]. Implijet e vez ivez "Tren Tizh-ha-tizh"[2] evit seurt trenioù. Gwelet ivez ar pennad kroget gant an anv Tren tizh bras.

Ar pennad-mañ a komz eus an Tren-Tizh-ha-Tizh implijet e bro-Frañs, anvet TGV. Evit lenn ar pennad diwar ar seurt trenioù en un doare hollek, gwelet Tren tizh bras.

An Tren-Tizh-ha-Tizh (pe TTT e brezhoneg ivez, pe TGV e galleg), zo erruet pell zo e Breizh, met a-hervez n'eo ket ur gwir Dren-Tizh-ha-Tizh peogwir ne ya ket buan a-walc'h ha gant-se e chom Breizh re bell diouzh Pariz : graet e vez an diforc'h etre an dafar (an tren) hag an hent-houarn hag a leusk an tren mont gant un tizh uheloc'h da 250 km/e. An Tren-Tizh-ha-Tizh a implij hentoù-houarn boutin betek Brest met ne vez ket a hent-houarn Tizh-Bras e Breizh e 2014, daoust ma vo digoret unan etre Le Mans ha Roazhon e 2017.

An Tren Tizh-ha-Tizh e ti-hent-houarn Roazhon, er bloaz 2004, a-raok al linenn nevez.

Emglev zo bet etre Rannvro Breizh hag ar Stad c'hall evit arc'hantañ ul linenn nevez (a ray un tamm mat a zistruj) a dostay Breizh diouzh Pariz ervat, pa vo echu al labourioù a grogo e 2010 hag a gendalc'ho betek 2013:

  • 1h24 ar veaj-tren etre Roazhon ha Pariz ken,
  • Kemper-Pariz ha Brest-Pariz en ur ober 3 eur.

Steudadoù

kemmañ
  • TTT Su-Reter (TGV Sud-Est)
  • TTT Atlantel (TGV Atlantique) : implijet war an hentoù-houarn breton
  • TTT Reter (TGV POS) : implijet war al linenn davet Reims, Metz ha Strasbourg

Rouedad

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  1. R. an Hir, Dre hent pe hent (ul levr studi hag istor war ar c'hehentiñ e Breizh, savet gant un den a vicher), Mouladurioù Hor Yezh, 1990; Gw. Bihannig Douaroniezh Breizh, An Here, 1997, p.154 ha sq.. Troidigezh erbedet ivez gant Ofis ar Brezhoneg.
  2. Daveenn istorel deuet mat.