THR Breizh
Treuzdougen Herrek Rannvroel e Breizh
An Treuzdougen Herrek Rannvroel e Breizh (THR Breizh) a zo an trenioù, hag un nebeud karr-boutin, a gaver war beajoù e-barzh pe etre rannvro Breizh.
Kenemglev etre ar rannvro hag an SNCF
kemmañ
Tremenerezh ha sifroù
kemmañE 2009 e oa e-touez THR Breizh :
- 13 linenn hent-houarn ;
- 10 porzh-houarn a live broadel, 32 porzh-houarn rannvro ha 77 arsav ;
- 9 linenn dre an hent.
Tost da 330 tren a oa bemdeiz e 2009[1].
Taolenn an niver a beajerien e diabarzh Breizh[2]:
Bloavez | Niver a beajoù a-hed ar bloaz (dre mil) | niver a beajerien-kilometrad | koumananterien |
---|---|---|---|
2009 | 7642 | - | - |
2008 | 7466 | - | 15000[3] |
2007 | 6582 | - | - |
2006 | 6076 | 418848 | - |
2005 | 5686 | 384418 | - |
2004 | 5342 | 350903 | - |
2003 | 5032 | 308965 | - |
2002 | 4940 | 298717 | - |
2001 | 4882 | 319305 | - |
2000 | 4940 | - | - |
1999 | 4719 | - | - |
1998 | 4619 | - | - |
1997 | 4422 | - | - |
1996 | 4310 | - | - |
Linennoù
kemmañTrenioù implijet
kemmañStad an traoù e 2010.
Trenioù bibi (B82500)
kemmañAdalek 2009 e vez implijet 9 tren bibi war ar rouedad THR Breizh. An trenioù a c'hell implij n'eus forzh peseurt linenn ar rouedad dra ma c'hell implij daou mod tredan disheñvel pe mont gant e c'heflusker diesel war lodennoù n'int ket tredanaet.
Micheline
kemmañMicheline maget gant tredan
kemmañ- 4 micheline-tredan Z 9600 (rummad ar Z2) (fr) ;
- 17 micheline-tredan Z 21500 (fr) ;
- 14 micheline-tredan Z 27500 (fr).
Stlejerez
kemmañStrollad-bagon
kemmañ- 12 strollad-bagon.
Trenioù a voe implijet
kemmañ- Ar micheline X 97150 (fr), galvet ivez A2E a voe implijet war al linennoù Karaez-Gwengamp ha Pempoull-Gwengamp. Ne oa nemet 3 aneze, aozet gant an embregerezh Soule. An elfenn heverk eo e oa un ahel a-dreñv hag un ahel a-raok, ne oa ket ahelioù gevellet dre ur c'harrigenn-ahelioù (fr) ;
- Michelineoù X 2800 (fr) ha X 4500 (fr) a zo bet implijet war rouedad an THR Breizh.
Programmoù ar rannvro
kemmañBudjed ar rannvro evit 2011[4]:
- 11,2 M€ evit an dafar ;
- 60,4 M€ evit an tioù-gar ;
- 84,6 M€ evit korvoiñ.
Evit korvoiñ e vez implijet 82 M€ roet gant ar rannvro ha 40M€ liammet da gwerzh an titouroù beajiñ.
Skridaozañ adalek ar PDF-mañ, e brezhoneg! :[5]
Daveennoù
kemmañ- Pajenn wikipedia THR Breizh e galleg : TER Bretagne
- Daveennoù liammet d'an destenn :
|
|