Hent-houarn Pempoull Gwengamp
Linenn Gwengamp-Pempoull | ||
---|---|---|
Linenn eus Gwengamp da Pempoull | ||
| ||
Bro | ![]() | |
Kerioù tremenet | Gwengamp, Pontrev, Pempoull | |
Istor | ||
Digoridigezh | 1894 | |
Cheñch ledander | 1924 - 1967 | |
Ledander orin | hent ur metrad (1,000 m
) | |
Korvoerien | Kompagnunezh hentoù-houarn ar C'hornog (fr) (1883 - 1885) Ch. de fer économiques (affermage) (1885 - 1963) CFTA (affermage) (adalek 1963) | |
Spizverkoù teknikel | ||
Niverenn Ofisiel | 485 000 | |
Hirder | 36,85 km | |
Ledander | hent boutin (1,435 m
) | |
Tredanaet | Hep tredan | |
Niver a forzhioù | ur forzh | |
Panellerezh | Termeniñ dre bellgomz (fr) | |
Tremenerezh | ||
Perc'henn | RFF | |
Korvoer(ien) | CFTA | |
Tremenerezh | THR Breizh, fret | |
kemmañ ![]() |
Ul linenn hent-houarn zo etre Pempoull ha Gwengamp. An termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) eo 485000.
IstorAozañ
Orin al linenn hag an XIXvet kantvedAozañ
Al linenn-mañ a zo bet savet gant un ledander a ur metrad. Digoret e oa bet al linenn d'ar 14 a viz Eost 1894. Da c'houde eo bet kemmet evit lakaat al ledander boutin e 1924.
Porzhioù-houarn Gwengamp, Ploueg ha Pempoull a ginnige liammoù evit implij trenioù Hentoù-houarn Aodoù an Hanternoz (fr).
- eus Ploueg e c'halled mont da Landreger ;
- eus Pempoull e c'halled mont da Lannuon pe da Sant-Brieg en-eeun.
XXvet kantved : emdroadur an treuzdougerezhAozañ
Tremenerezh liammet d'an UCPT (kenaozer legumaj) betek ar bloavezhioù 1970 (bloavezh da wiriekaat).
Ur stlejerez dre aezhenn-dour "141 TC Kornog" a stlejas un tren evit ar wech diwezhañ e miz eost 1971[1].
Ul lusk nevez gant nevezadur tioù-gar Pempoull ha Gwengamp hag eus al linenn e 2016-2017Aozañ
D'an 10 a viz Mezheven 2013 eo bet digoret ez-ofisiel ar c'hreizenn lies-treuzdougen Pempoull gant an aotrou maer Pempoull, ar guzulierez rannvro Josiane Corbic ha rener departamantel an SNCF Jean-Philippe Dupond. Ar rener-mañ en deus disklêriet e vo ezhomm eus 30 M€ evit adnevezaat al linenn Pempoull - Gwengamp. Betek al labourioù-se e vo diskennet tizh an trenioù war al linenn adalek miz Gwengolo 2013, evit surentez an treuzdougerezh war al linenn.
Abaoe an 12 a viz Gwengolo 2016 eo harpet ar servijoù evit ar veajerien evit kregiñ gant al labourioù neveziñ war al linenn[2]. Al labourioù a bado 8 miz evit digeriñ al linenn hent-houarn en-dro d'an 28 a viz Ebrel 2017. Koustañ a raio 27,6 milion a euroioù.
TresAozañ
- Porzh-houarn Gwengamp (kumun Gwengamp)
- Ti-gar Gourland (kumun Gwengamp)
- Ti-gar Tregonev-Skiñvieg
- Ti-gar Brelidi-Ploueg
- Ti-gar Pontrev arsav (kumun Pontrev)
- Porzh-houarn Pontrev (kumun Pontrev)
- Ti-gar Frinaoudour (kumun Plourivoù)
- Ti-gar Traou-Nez (kumun Plourivoù)
- Ti-gar Lanserv (kumun Plourivoù)
- Porzh-houarn Pempoull (kumun Pempoull)
EkipamantAozañ
Gant nevezadur al linenn e 2016 ha 2017 eo bet cheñchet an dafar a hed al linenn. Treuzennoù beton a zo bet lakaet ha cheñchet eo bet ar balastr. Ar roudennoù nevez a zo hiroc'h ha solutoc'h[3].
TremenerezhAozañ
E 2010, e-pad ar sizhunvezh e vez 5 beaj a bep-tu o padout etre 42 ha 48 minutenn. D'ar gwener e vez 8 beaj evit mont eus Gwengamp da Bempoull.
Taolenn evezhiañ ar servijoù :Aozañ
Pempoull-Gwengamp (deiziad) | Tren kentañ | tren 2 | Tren 3 | Tren 4 | Tren 5 |
---|---|---|---|---|---|
Dimeurzh 14 Kerzu 2010 | 06e50 - 07e39 Klotadenn evit Pariz : 07e48 |
08e49 - 09e34 Klotadenn evit Pariz : 09e46 Klotadenn evit Brest : gortoz 0e50) |
11e50 - 12e35 Klotadenn evit Pariz : 12e46 Klotadenn evit : gortoz 1e59 |
16e45 - 17e28 Klotadenn gant tren Sant-Brieg : 17e34 Klotadenn evit Brest : gortoz 1e26 |
18e25 - 19e07 Klotadenn evit Brest : gortoz 1e19 |
Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig |
Gwengamp-Pempoull (deiziad) | Tren kentañ | tren 2 | Tren 3 | Tren 4 | Tren 5 |
---|---|---|---|---|---|
Dimeurzh 14 Kerzu 2010 | 06e41 - 07e31 Tren o tont eus Brest : 05e46 |
10e26 - 11e11 Tren o tont eus Bariz : 10e21 (eus Brest : 09e44) |
14e45 - 15e29 Tren o tont eus Bariz : 14e31 (eus Brest : 12e43) |
17e35 - 18e17 Tren o tont eus Bariz : 17e28 (eus Brest : 16e40) |
19e12 - 19e55 Tren o tont eus Roazhon : 18e52 (eus Brest : 18e41) |
Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig | Testenn er gellig |
Sifroù arallAozañ
- 73000 beaj eus pe betek ti-gar Pempoull e 2012 (4% muioc'h eget e 2011 ha +8% keñveriet gant 2008)[4]
- 57000 beajoù evit Pempoull - Gwengamp e 2012
- 42% beajoù war al linenn a vez graet evit mont pe dont gant an Tren Tizh Bras e Wengamp.
DaveennAozañ
- ↑ http://www.youtube.com/watch?v=_R7MZnLwFM0
- ↑ [1] https://web.archive.org/web/20160814155223/http://www.lapressedarmor.fr/2016/08/13/ter-guingamp-paimpol-la-ligne-fermee-le-12-septembre/
- ↑ https://web.archive.org/web/20170508221825/http://www.sncf-reseau.fr/fr/projets-chantiers-ferroviaires/renouvellement/ligne-guingamp-paimpol-renouvellement-de-la-voie#enjeux
- ↑ Telegramme, 10/06/2013
Gwelet ivezAozañ
|
|
Test ur framm banell porchedoù amañAozañ
Porched hentoù-houarn Breizh Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh. |
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |