Hent-houarn Pondi An Alre
Linenn Pondi-An Alre | |
---|---|
Linenn eus An Alre da Pondi | |
![]() Ti-gar Baod hag al labourva "Unicopa"
| |
Bro | ![]() |
Kerioù tremenet | An Alre,Pondi |
Istor | |
Digoridigezh | 1864 |
Korvoerien | PO (fr) (1855 - 1935) Hentoù-houarn Stad (fr) (1935 - 1938) SNCF (adalek 1938) |
Spizverkoù teknikel | |
Niverenn Ofisiel | 474 000 |
Hirder | 54,96 km |
Ledander | hent boutin (1,435 m
) |
Tredanaet | nann |
Diribin brasañ | 14 ‰ |
Niver a forzhioù | ur forzh |
Panellerezh | Forzh e-unan tremenerezh strizhik (fr) |
Tremenerezh | |
Perc'henn | RFF |
Korvoer(ien) | SNCF |
Tremenerezh | marc'hadourezh |
kemmañ ![]() |
Ul linenn hent-houarn zo etre Pondi hag An Alre. An termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) eo 474000. Digoret eo bet d'an 19 a viz kerzu 1864 ha prientet e voe diouzhtu an dachenn endalc'het evit 2 forzh. Koulskoude n'eo implijet al linenn hirie nemet evit an tremenerezh marc'hadourezh daoust ma vez menozhioù obererezh evit kinnig al linenn e-touezh ar rouedad THR Breizh.
IstorAozañ
Al linenn a voe koñsedet e miz even 1855 da Kompagnunezh hentoù-houarn Pariz Orleañs (PO) (fr)[1]. Adalek 1934 e vo meret gant ar stad. D'an 2 a viz here 1949 e voe serret an tremenerezh beajourien.
ObererezhAozañ
Ar C'hevrat Steuñv Stad-Rannvro (fr) evit ar prantad 2015 - 2020 en deus kinniget nevesadenn al linenn evit derc'hel an tremenerezh marc'hadourezh[2].
TresAozañ
Anv an ti-gar | kumun | PK |
---|---|---|
Porzh-houarn An Alre Linennoù davet Landerne, Savenneg ha Kiberen |
An Alre | 584,946 |
Ti-gar Pleuwigner | Pleuwigner | 596,521 |
Ti-gar Lambel - Kamorzh | Kamorzh | 604,630 |
Ti-gar Baod | Langedig | 610,316 |
Ti-gar Sant-Riwalan | Mêlrant | 619,953 |
Ti-gar Bartelame | Bartelame | XXX |
Ti-gar Bizhui-an-Dour | Bizhui-an-Dour | XXX |
Ti-gar Rivezon | Bizhui-an-Dour | XXX |
Ti-gar Sant-Nikolaz-an-Dour | Pluniav | 624,920 |
Porzh-houarn Pondi Linenn davet Sant-Brieg (serret etre Pondi ha Loudieg abaoe 1987) |
Pondi | 639,906 |
EkipamantAozañ
TrenioùAozañ
An trenioù marc'hadourezh a zo stlejet bremañ (2011) gant stlejerezioù "G1000". Stlejerezioù bro-Spagn mod "66000" a zo implijet ivez.
TremenerezhAozañ
Un tremenerezh marc'hadourezh a zo hepken abaoe ma'z eo bet harpet an trenioù beajerien e 1949. Kouslkoude ez eus c'hoazh un tren touristed "Tren Blaved - Meurvor" kroget e 2007 o tremen gwech-a-gwech all, aozet gant ar c'hevredigezh PARB'ER[3] qui essaie de faire revivre une activité voyageur sur la ligne entre la gare d'Auray et la gare de Pontivy en organisant quelques circulations chaque année[4].
An tremenerezh marc'hadourezh a zo liammet dreist holl da "Unicopa", staliet e-kichen Ti-Gar Baod[5]. E 2011, ar "Gouessant" ha Glon (Pondi) a implij trenioù marc'hadourezh, ur wech pe 2 dre sun[6].
TeulioùAozañ
- Loco Revue, « Trafic à l'usine de nutrition animale "La gare de Baud" », Loco Revue n° 653, décembre 2001.
- Jean-Pierre Rigouard, « 55 km d'Auray à Pontivy », Gares et tortillards de Bretagne, Cheminements, 2007, pp 47–50.
- Jean-Pierre Nennig, Le chemin de fer de Bretagne Sud, JPN, Guérande, 2008 (ISBN 2-9519898-5-7).
DaveennoùAozañ
- ↑ France, Direction des chemins de fer, Chemins de fer français : Situation au 31 décembre 1862-1886. (Longueurs et territoire desservi), volume 1862, Imprimerie nationale, 1869, p. 186 lire en ligne (consulté le 10 août 2010).
- ↑ http://www.bretagne.pref.gouv.fr/Strategies-et-projets/Contrat-de-Plan-Etat-Region-2015-2020/Signature-du-CPER-le-11-mai-2015
- ↑ Site officiel de l'association PARB'ER, lire (consulté le 01/10/2009).
- ↑ Ouest-France du mardi 15 septembre 2009, Le train touristique Blavet Océan circulera dimanche lire (consulté le 01/10/2009).
- ↑ Rail-bretagne.com, sujet photos usine Unicopa de Baud lire (consulté le 01/10/2009).
- ↑ http://www.lrpresse.fr/trains/viewtopic.php?f=5&t=2750&start=600
LiammoùAozañ
|
|