Langedig
kumun ar Mor-Bihan
Langedig | ||
---|---|---|
![]() Feunteun Sant Urloù. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Languidic | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Henbont | |
Kod kumun | 56101 | |
Kod post | 56440 | |
Maer Amzer gefridi | Patricia Kerjouan 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kab an Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | Lec'hienn an ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 8 047 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 74 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 66 m bihanañ 7 m — brasañ 126 m | |
Gorread | 109,08 km² | |
kemmañ ![]() |
Langedig a zo ur gumun eus Breizh e kanton Henbont e departamant ar Mor-Bihan.
DouaroniezhAozañ
- Langedig eo eil brasañ kumun Breizh, war-lerc'h Skaer ha dirak Pempont ha Gwenvenez-Penfaou.
- Eieniñ a ra Stêr an Intel e Langedig.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Lankintic, 1160; Landgendic, Landgedic, 1264; Languidic, 1282; Languindic, 1291, 1310; Languendic, 1313; Languidic, 1387; Languendic, 1399; Languidic, 1453, 1516
Gerdarzh
ArdamezioùAozañ
En glazur e gebrenn en erminoù, eilet ouzh kab gant div steredenn en aour hag ouzh beg gant ur vleuñienn aval, an holl en aour.[2] • Sturiad : Leuein ha frehin |
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Langedig e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Langedig da benn ur c'hanton, hini Langedig; div gumun a oa ennañ: Prederion ha Langedig, e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Langedig gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Langedig e Kanton Henbont bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[3],[4].
XXvet kantvedAozañ
- 348 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 8,05 % eus he foblañs e 1911[5].
- Ur c'harr-nij (Wellington Mk.IV marilhet Z1383 ha kodet UV-D) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e Kerroc'h d'ar 22 a viz Even 1942: mervel a reas ar pemp milour aostralian a oa ennañ, douaret int e bered Kerantreizh en Oriant[6],[7].
- Ur c'harr-nij (B-17-F marilhet 40-BO) eus Aerlu SUA (United States Army Air Forces) a gouezhas e Kergurun d'ar 16 a viz Imbril 1943: pemp milour a varvas, ar pemp nijour all a voe tapet d'an Alamaned[8],[9].
- D'ar 7 a viz Eost 1944 e voe dieubet gant lu SUA[10], mervel a reas pemp den nann-soudard, 15 all a voe gloazet, pa voe tennet taolioù-kanol gant an Alamaned[11],[12].
- D'an 16 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen[13].
- Mervel a reas 54 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[14].
Brezel Indez-Sina: ur gwaz a varvas[15].
BrezhonegAozañ
- Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[16].
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2001.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet 137 skoliad er c'hlasoù divyezhek (18,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Feunteun Sant Urloù e Langedig.
- Feunteun Sant Urloù.
- An iliz katolik.
- Monumant ar re varv.
- Steudadoù meurvein Kêrsolan.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Benoît Purenne, c'hoarier echedoù.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Loisel, Loaisel, Louaisel,
aotrounez Saint-Benoît, Espinefort, la Vigne |
en argant e deir moualc'henn en sabel | |
Barisy,
aotrounez Kerouriou |
en argant, e deir joskenn diframmet en sabel |
Tud ganet enoAozañ
- Loeiza ar Meliner, skrivagnerez vrezhonek, d'an 9 a viz Meurzh 1887.
- Lucien Pouëdras, livour, e 1937.
Tud marvet enoAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Bro-Saoz | Great Cornard | 1989 |
Roumania | Silivașu de Câmpie | 1990 |
Alamagn | Rimpar | 1997 |
KrennlavarAozañ
Re Langedig, pennoù du,
A ra krampouezh gant ludu
Evit armerzh o gwinizh-du !
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Aozet gant an abad Marquer ha H. Martin.
- ↑ Cassini - EHESS - Langedig - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 164
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Ouest-France, 20 a viz Mae 2010
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Ouest-France, 20 a viz Mae 2010
- ↑ Le Télégramme, 17 a viz Eost 2010
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 545
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 545
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 322-329
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936