Arthur de Salins
Arthur Joseph Marie Guyot d'Asnières de Salins, bet ganet d'an 3 a viz Kerzu 1857 en Alre hag aet d'an Anaon d'an 11 a viz Eost 1936 e Karnag, a oa soudard a-vicher ha jeneral hag unan eus krouerien ar skoutelezh e Bro-C'hall. Adalek 1922 betek 1936 e voe prezidant Kevread Skouted Bro-C'hall (bet savet e 1920).
Oberennoù
kemmañKemeret en deus perzh e meur a oberenn war ar skoutelezh, en ur skrivañ ar skridoù digeriñ pe e lizhiri embannet:
- Evit ur studiadenn eus al luskad skout. Pazenn ar re henañ. An "hent". [skrid digeriñ gant : jeneral de Salins]., Maurice Rigaux, Embannadur Spes, 1932
- Peoc'hioù ha soñjoù ar skout-mestr. Skeudennoù gant Jac Magnan… [Lizhiri ar jeneral de Salins. skrid digeriñ gant Jacques Sevin.], Georges Tisserand, Jacques Sevin, Embannadur Spes, 1932 - 203 pajenn
Levrlennadur
kemmañ- Istor iliz Pariz, Jean Rupp, embannadur R. Laffont, 1948
- Mémoires de la Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne, tamm 87, Kevredigezh istorel hag henoniel Breizh, 2009