Faero
Bez' ez eo an inizi Faero (Føroyar [ˈfœɹjaɹ], inizi an deñved e faeroeg; pe marteze ivez 'inizi pell') un enezeg er Meurvor Atlantel, hanter hent etre aodoù Norvegia, Bro-Skos hag Island. Stag int ouzh rouantelezh Danmark, met emren int abaoe 1948, ha n'int ket lodek en Unaniezh Europa nag e Tachennad Schengen.
| |||||
Yezhoù ofisiel | Faeroeg, Daneg | ||||
Kêr-benn | Tórshavn | ||||
Penn ar stad | Frederik X, roue Danmark | ||||
Kentañ Ministr | Aksel V. Johannesen | ||||
Gorread - En holl - % dour |
1 399 km² 0,5 | ||||
Poblañs - En holl (2011) - Stankter ar boblañs |
48 574 34,8/km² | ||||
Statud politikel | Emren (diouzh Rouantelezh Danmark) abaoe 1948. | ||||
Moneiz | kurunenn Faero (króna) (DKK)1 | ||||
Kan broadel | Tú alfagra land mítt (Na kaer eo ma bro) | ||||
Devezh ar vro | 29 a viz Gouere | ||||
Kod war ar Genrouedad | .fo | ||||
Kod pellgomz | 298 | ||||
1Kurunenn Danmark (krone) eo a vez implijet, met tresadennoù dibar d’an inizi a vez war ar bilhedoù-bank. Gant pezhioù moneiz ordinal Danmark e vez graet. | |||||
Douaroniezh
kemmañUn enezeg enni 18 enezenn eo an inizi Faero. Lec’hiet eo a-hedred gant inizi kornôg Bro-Skos, hag en em astenn a ra a-hed 113 km eus an norzh d’ar su hag a-hed 75 km eus ar c’hornôg d’ar reter. Inizi roc’hellek ha torosennek int, toullet o aodoù gant fjordoù bihan. Ar Slættaratindur eo ar menez uhelañ, dezhañ 880 m uhelder, war enez Eysturoy.
Kerreizh eo an hinad. Klouar ha gleb e vez an amzer, gant brumenn hag avel alies.
Istor
kemmañMoarvat e voe menec'h eus Iwerzhon war an inizi er VIIvet kantved. Met gant ar Vikinged eo e voe poblet an inizi da vat. Hervez ar Færeyinga Saga (saga Faeroiz) e voe aloubet an inizi gant tud tec’het diouzh yev roue Norvegia en IXvet kantved. En XIvet kantved e voe perc’hennet an inizi gant ur roue norvegat all, Olav Tryggvason. Gant hennezh e voe kristenaet an enezidi. Ur wech unanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, dre Unvaniezh Kalmar, goude 1386, e tremenas an inizi Faero dindan galloud Danmark. Stag ouzh Danmark e chomas an inizi goude Feur-emglev Kiel, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. E-pad an Eil brezel bed, pa oa bet aloubet Danmark gant an Alamaned, en em stalias arme ar Rouantelezh Unanet en inizi. Kement-se a roas c’hoant d’an enezidi da gaout o gouarnamant dezho. Un emsav evit ar yezh a oa abaoe dibenn an XIXvet kantved hag un emsav politikel abaoe deroù an XXvet kantved. E 1948 e voe roet d'an inizi ur statud emrenerezh. Pa’z eas Danmark e-barzh Kumuniezh Europa, e 1973, e tivizas tud an inizi Faero chom er-maez. Bremañ ez eo an dizalc’hiezh krenn pal gouarnamant an inizi.
Levrlennadur
kemmañ- B. Raoulx, Les îles Féroé, Institut Culturel Danois-Université de Caen, 1992