Charles Cornwallis, 1añ markiz Cornwallis, ezel eus ar Most Noble Order of the Garter hag eus Her Majesty's Most Honourable Privy Council, ganet d'an 31 a viz Kerzu 1738 e Londrez (Grosvenor Square) hag aet da anaon d'ar 5 a viz Here 1805 en India, Beskont Brome etre 1753 ha 1762, anavezet evel ar c'hont Cornwallis etre 1762 ha 1792, a oa un ofiser e lu Rouantelezh Breizh-Veur hag ur melestrour trevadennel.

Charles Cornwallis
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles Cornwallis, 1st Marquess Cornwallis Kemmañ
Anv-bihanCharles Kemmañ
Anv-familhCornwallis Kemmañ
Titl noblañsMarquess Cornwallis Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Kzu 1738 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGrosvenor Square Kemmañ
Deiziad ar marv5 Her 1805 Kemmañ
Lec'h ar marvGhazipur Kemmañ
Abeg ar marvfever Kemmañ
TadCharles Cornwallis, 1st Earl Cornwallis Kemmañ
MammElizabeth Townshend Kemmañ
Breur pe c'hoarJames Cornwallis, 4th Earl Cornwallis, Mary Cornwallis, William Cornwallis Kemmañ
PriedJemima Cornwallis, Countess Cornwallis Kemmañ
BugelCharles Cornwallis, 2nd Marquess Cornwallis, Lady Mary Cornwallis Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, tamileg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherdiplomat, kargiad uhel, ofiser, politiker, army officer Kemmañ
Bet war ar studi eEton College, Clare College, Military Academy of Modena Kemmañ
Lec'h labourLondrez Kemmañ
Strollad politikelWhigs Kemmañ
Statud sokialnobl Kemmañ
Perzhiad eEmsavadeg Iwerzhon eus 1798 Kemmañ
Grad milourelmajor jeneral, jeneral Kemmañ
Skour luBritish Army Kemmañ
Prizioù resevetKnight of the Garter Kemmañ
Deskrivet dreCharles Cornwallis (1738–1805), Lord Brome, 1st Marquis Cornwallis, Charles, Second Earl and First Marquess Cornwallis (1738-1805) Kemmañ
Charles Cornwallis

Er Stadoù-Unanet pe er Rouantelezh-Unanet e vez dalc'het soñj anezhañ evel unan eus ar jeneraled saoz e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. E godianidigezh e 1781 d'un nerzh Gall-Amerikan e-pad Seziz Yorktown a roas lamm da lod eus an obererezhioù brezel e Norzhamerika.

Servijet en doa ivez evel gouarnour sivil ha milourel en Iwerzhon hag en India; en div vro e tegasas kemmoù anat, gant skrid-emglev an unvaniñ en Iwerzhon (Act of Union in Ireland), hag ar C'hod Cornwallis kement hag an trevadenniñ dibad en India.

Ganet en ur familh noblañs ha desavet en Eton ha Cambridge, Cornwallis a emezelas el lu e 1757, gwelet a raio an dachenn brezel e-pad Brezel Seizh Vloaz. Pa varvas e dad e 1762 e teuas da vezañ Earl Cornwallis hag e voe degemeret en House of Lords. Adal 1766 betek 1805 e voe koronal er 33rd Regiment of Foot. Goude-se e welas tachennoù emgann Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet adal 1776. Bez e voe eno enaouer d'al lañs gant ar British Army e-pad meur a gampagn, e 1780 e roas un drouglamm drastus d'al lu stadunanat e-pad emgann Camden pa voe flastret lu su ar Stadoù-Unanet.

Charles Cornwallis ha Breizh

kemmañ

E-pad Emgann Camden, nerzhioù Charles Cornwallis, dreist-holl ar varc'hegerien, en em gavas e-tal lejion Armand Tuffin ar Roueri. En desped da galonegezh al lejion ne voe ket gallet eilpennañ an traoù e-pad an emgann.