Jean Vigo, bet ganet Jean Bonaventure de Vigo Almereyda e Pariz (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) d'ar 26 a viz Ebrel 1905 hag aet da Anaon e memes kêr d'ar 5 a viz Here 1934, a oa ur filmaozer, produour ha saver senario gall.

Jean Vigo.

Mab e oa d'an arnakour Eugène Bonaventure Jean-Baptiste Vigo (1883-1917), pell anavezetoc'h evel Miguel Almereyda, a voe renet ar c'hazetennoù La Guerre Sociale ha Le Bonnet rouge gantañ.

Krouet e voe e 1951 ar Priz Jean Vigo gant ar barzh ha skrivagner gall Claude Aveline da c'hoprañ, bep bloaz, ur filmaozer gall yaouank.

E filmoù

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. A-gevret gant Boris Kaufman.