7 Du
deiziad
(Adkaset eus 7 a viz Du)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1455 : deroù prosez dizuañ Janed Ark e Pariz.
- 1659 : Feur-emglev ar Pireneoù sinet etre Spagn ha Bro-C'hall. Roue Spagn a lez Hanternoz Katalonia gant Bro-C'hall.
- 1916 : dilennet eo Thomas Woodrow Wilson da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika evit an eil gwech.
- 1917 : deroù Dispac'h miz Here e Rusia, renet gant Lenin.
- 1933 : Paul Bonhoure eo kentañ gounezer Lotiri vroadel c'hall.
- 1944 : dilennet eo Franklin Delano Roosevelt da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika evit ar pevare gwech.
- 1951 : eured Ava Gardner ha Frank Sinatra.
- 1964 : krouidigezh ar sindikad CFDT e Pariz.
- 1990 : dilennet eo Máire Mhic Róibín (skeudenn) da brezidantez Iwerzhon.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1598 : Francisco de Zurbarán, livour spagnol.
- 1728 : James Cook, moraer hag ergerzher saoz.
- 1838 : Auguste Villiers de L'Isle-Adam, barzh gall.
- 1856 : Semyon Alapin, mestrc’hoarier echedoù lituaniat.
- 1867 : Marie Skłodowska-Curie (skeudenn), fizikourez ha kimiourez c'hall genidik eus Polonia, Priz Nobel ar Fizik e 1903 ha Priz Nobel ar Gimiezh e 1911.
- 1879 : Leon Trotsky (skeudenn), politikour rusian (drouglazhet d'an 21 a viz Eost 1940 e Coyoacán, Mec'hiko).
- 1886 : Aaron Nimzowitsch, mestrc'hoarier echedoù latviat.
- 1903 : Konrad Lorenz, bevoniour ha loenoniour aostrian, ijiner an etologiezh.
- 1913 : Albert Camus (skeudenn), skrivagner gall, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1957.
- 1926 : Graeme Allwright, kaner gall genidik eus Zeland-Nevez.
- 1967 : David Guetta, DJ gall.
Marvioù
kemmañ- 1550 : Jón Arason, eskob katolik diwezhañ Island.
- 1862 : Bahadur Shah II, impalaer mogol diwezhañ India.
- 1943 : Abram Rabinovitch, mestrc'hoarier echedoù lituanian ha soviedat.
- 1980 : Steve McQueen, aktour amerikan.
- 1981 : Añjela Duval, barzhez vrezhonek.
- 1990 : Remont ar Porzh, broadelour breizhat ha geriadurour brezhonek.
- 1992 : Alexander Dubček, politikour tchekoslovak.
- 2006 : Jean-Jacques Servan-Schreiber, kazetennner, skridarnodour ha politikour gall.
- 2016 : Leonard Cohen, kaner eus Kanada.
Lidoù
kemmañ- Sant an deiz : Sant Brelivet.
- Devezh ar vro e Katalonia an Norzh