Francis Albert Sinatra, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1915 ha marvet d'ar 14 a viz Mae 1998, a oa ur c'haner, aktour ha produour stadunanat. Bez' e voe unan eus ar sonerien brudetañ ha gant ar muiañ a levezon en XXvet kantved. Bez eo unan eus brasañ gwerzherien sonerezh a-viskoazh, gwerzhet en deus ouzhpenn 150 milion a bladennoù dre ar bed-holl. Ganet e voe e Hoboken, New Jersey, en ur familh enbroidi italian. Kroget en doa gant ar sonerezh da vare ar swing, gant ar sonerien Harry James ha Tommy Dorsey. Sinatra a voe brudet pa grogas da ganañ e-unan-penn ha goude bezañ bet sinet ur gevrat gant Columbia Records e 1943 e oa deuet da vezañ haroz al luskad "bobby soxers".

Frank Sinatra
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFrank Sinatra Kemmañ
Anv ganedigezhFrancis Albert Sinatra Kemmañ
Anv-bihanFrancis, Albert Kemmañ
Anv-familhSinatra Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Kzu 1915 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHoboken Kemmañ
Deiziad ar marv14 Mae 1998 Kemmañ
Lec'h ar marvLos Angeles Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhDesert Memorial Park Kemmañ
TadAnthony Martin Sinatra Kemmañ
MammDolly Sinatra Kemmañ
PriedNancy Barbato, Ava Gardner, Mia Farrow, Barbara Sinatra Kemmañ
Kompagnun(ez)Judith Exner, Angie Dickinson Kemmañ
BugelNancy Sinatra, Frank Sinatra Jr., Tina Sinatra Kemmañ
KarMaureen O'Sullivan, Princess Stéphanie of Monaco Kemmañ
Yezh vammsaozneg SUA Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg SUA Kemmañ
Bet war ar studi eHoboken High School Kemmañ
Lec'h annezHoboken Kemmañ
Lec'h labourStadoù-Unanet Kemmañ
Deroù ar prantad labour1935 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1995 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel, Strollad Republikan Kemmañ
Strollad etnekItalian Americans Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Voice typebaritone Kemmañ
Benveg sonerezhukulele, triangle, Rigedag, friction drum, mouezh Kemmañ
PladennrolladurFrank Sinatra discography Kemmañ
FilmographyFrank Sinatra filmography Kemmañ
Ezel eusHarry James & his Orchestra, Tommy Dorsey and His Orchestra, Rat Pack Kemmañ
Levezonet gantBillie Holiday, Bing Crosby Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Actor, Academy Award for Best Supporting Actor Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.sinatra.com/ Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Frank Sinatra, Category:Films produced by Frank Sinatra Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Frank Sinatra e 1957, Pal Joey
Frank Sinatra o c'hoarzhin e 1960

E gentañ pladenn enrollet en ur studio a oa bet The Voice of Frank Sinatra, e 1946. Sioulaet e oa brud Sinatra e penn kentañ ar bloavezhioù 1950, aet e oa neuze da Las Vegas. Eno e voe brudet hag un dro o vezañ ezel d'ar Rat Pack. E 1953 e embann ar bladenn From Here to Eternity, enoret eo gant un Academy Award hag ur Golden Globe evit roll aktour a-eil. Sinatra en doa bet embannet pladennoù lies bet burutellet mat-tre, evel In the Wee Small Hours (1955), Songs for Swingin' Lovers! (1956), Come Fly with Me (1958), Only the Lonely (1958) pe Nice 'n' Easy (1960). Sinatra a guitaas Capitol e 1960 evit produiñ e sonerezh drezhañ e-unan. Anv ar studio a oa Reprise Records, dre ar studio e embannas pladennoù lies hag a voe degemeret mat-tre. E 1965, e enrolle ar bladenn killsell September of My Years, enoret e oa bet gant un Emmy Award hag un-dro. Tremen a ra en un abadenn skinwel evit lidañ e 50 vloaz Frank Sinatra: A Man and His Music, embann a ra ar c'hanaouennoù brudet "Strangers in the Night" ha "My Way". Goude-se e voe embannet ar bladenn Sinatra at the Sands, enollet er Sands Hotel and Casino e Las Vegas, gant harp e gamarad Count Basie e 1966. Ar bloavezh war-lerc'h e enrolle unan eus e albomoù brudetañ hiziv-an-deiz c'hoazh Francis Albert Sinatra & Antonio gant ar soner Carlos Jobim.

Sinatra gant ar Rat Pack. A gleiz da zehoù: Frank Sinatra, Dean Martin, Sammy Davis Jr., Peter Lawford, ha Joey Bishop.

Liammoù gant ar Mafia

kemmañ

Dre ma oa orinoù italian gantañ e voe harpet gant ar mafia italo-amerikan e-pad e vuhez soner. Ar Federal Bureau of Investigation (FBI) en deus dalc'het 2403 pajenn dielloù war liammoù anat etre Sinatra hag ar Mafia, e harp d'an New Deal politics hag e gamaladiezh gant John F. Kennedy.