Saozneg SUA
Saozneg ar Stadoù-Unanet (pe an amerikaneg[1] a-wezhioù; American English pe U.S. English e saozneg) eo ar yezh muiañ komzet e Stadoù-Unanet Amerika. Daoust da se n'eo ket yezh ofisiel[2]. Disheñvelik eo diouzh saozneg Bro-Saoz, en e zistagadur, en e c'herioù, en e zoare-skrivañ, hag un tamm en e yezhadur.
Distagadur
kemmañGerioù
kemmañDoare-skrivañ
kemmañEn 1828 e voe embannet geriadur Noah Webster, ar c'hentañ geriadur stadunanat, a ginnige kemmoù e doare-skrivaén ar saozneg. Degemeret e voe e gemmoù evit an darn vrasañ. Ar c'hemmoù c'hoarvezet en doare-skrivañ er Rouantelezh-Unanet n'int ket anavezet e SUA, e-skoaz e Kanada e vez graet ganto.
Reolennoù disheñvel
kemmañ- Ar gerioù saoznek en -our a deu da vout en -or en SUA.
- Evel : behaviour troet da vout behavior.
- Idem gant ar gerioù deveret eus ar gerioù en -our.
- Evel diwar favour, troet da favor, favourite troet da favorite.
- Koulskoude e skriver atav four ha your, ha gerioù all zo evel glamour.
- Evel diwar favour, troet da favor, favourite troet da favorite.
- Ar gerioù saoznek en -ence a dro da -ense.
- Evel : defence, offence, pretence deuet da vout defense, offense, pretense.
- Un nemedenn : difference.
- Evel : defence, offence, pretence deuet da vout defense, offense, pretense.
- Ar gerioù saoznek a echu gant -tre a echu gant -ter.
- Evel : centre ha theatre deuet da vout center ha theater.
- Ar gerioù saoznek a echu gant -bre deuet da vout -ber .
- Evel: fibre skrivet fiber e SUA.
- Kalzig a verboù en -ise a vo en -ize e SUA (diwar an diben-ger gregach -izein).
- Evel : to realise skrivetto realize e SUA.
- Un ugent ger ne heuliont ket ar reolenn hag a chom heñvel evel: to advertise, to surprise, to disguise, to compromise (amañ ne deu ket an s eus ur zêta gregach)
- Alies (met n'eo ket bep tro) ez a -ogue da -og .
- Evel catalogue/catalog, dialogue/dialog.
- Dirak -er pe -ing, ne dro ket l da ll.
- E-lec'h jeweller ha travelling e skriver jeweler, ha traveling
Yezhadur
kemmañPennadoù kar
kemmañDaveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ "amerikaneg" war al lec'hienn devri.bzh
- ↑ http://www.senate.gov/legislative/LIS/roll_call_lists/roll_call_vote_cfm.cfm?congress=109&session=2&vote=00131