Noah Webster
Noah Webster (16 a viz Here 1758 - 28 a viz Mae 1843) a oa ur geriadurour saoznek eus Stadoù Unanet Amerika ha gantañ e voe diazezet stumm skrivet saozneg ar vro-hont. Brudet eo e anv bremañ hag ar geriadur Merriam-Webster, a vez implijet bremañ er Stadoù Unanet, a zo ur stumm modernaet eus ar geriadur a voe embannet gantañ e 1828, gant an titl An American Dictionary of the English Language.
Buhez
kemmañGanet e voe Webster e West Hartford, e Connecticut, mab da Noah Webster Sr. (1722–1813), un diskennad da c'houarnour Connecticut, John Webster, ha da Mercy Steele (1727–1794), a oa-hi un diskennadez da c'houarnour Trevadenn Plymouth, William Bradford.
Desket e voe latin ha gregach gant ar paotrig a-raok dezhañ mont da Yale College[1] da 16 vloaz ha tapout un diplom ennañ e 1778.
E 1785 e voe skrivet gantañ e gentañ levr yezhadur, anvet Speller, evit ar skolioù kentañ derez[2] Gwerzhet mat e voe al levr-se ha neuze e stagas da sevel e c’heriadur, ul labour hag a badas meur a vloaz.[3].
Geriadur
kemmañE 1806 e voe embannet geriadur kentañ Webster, anvet A Compendious Dictionary of the English Language. E 1807 en em lakaas da labourat war ur geriadur bras, An American Dictionary of the English Language ; 18 vloaz e voe ouzh e sevel. Ennañ e lakaas orin hag istor ar gerioù hag evit se en doa studiet 26 yezh, eus an hensaozneg d’ar sañskriteg. Embannet e voe geriadur Webster e 1828. Diskouezet e oa ennañ an diforc’hioù distagadur ha ster a oa, evit gerioù zo, etre saozneg Bro-Saoz ha saozneg ar Stadoù Unanet[4].
Er geriadur-se e oa 70 000 pennger, hag 12 000 anezho ne oant ket meneget er geriadurioù saozneg a oa diagent. Evit eeunaat hag aesaat doare-skrivañ ar saozneg e reas gant stummoù evel "color" e-lec’h "colour", "wagon" e-lec’h "waggon", pe "center" e-lec’h "centre". Kavout a raed er geriadur gerioù dibar da saozneg Norzhamerika evel "skunk" (skoñs) pe "squash" (koulourdrenn), gerioù ha ne oant ket e geriadurioù Breizh-Veur. E-leizh a levrioù all hag a bennadoù kazetennoù a embannas Noah Webster a-hed e vuhez. Embann a reas ivez ur stumm amerikanek eus ar Bibl e 1833, oc’h adwelet ar stumm a oa en implij e Breizh-Veur (King James Version) hag o kemer harp war ar skridoù gresianek hag hebraek.
Notennoù
kemmañ- ↑ Kendall, Joshua. The Forgotten Founding Father: Noah Webster's Obsession and the Creation of an American Culture (2011), pp. 29-30.
- ↑ Kendall, pp. 69-71.
- ↑ Kendall, pp. 71-74.
- ↑ Pearson, Ellen Holmes. "The Standardization of American English," Teachinghistory.org