Geriadur
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur geriadur zo ul levr dave a dalvez da adkavout titouroù diwar-benn gerioù, anvioù, pe meiziadoù, renket hervez urzh al lizherenneg peurliesañ. A bep seurt geriadurioù zo. Ar geriadurioù ar muiañ anavezet eo ar geriadurioù yezh, evel Geriadur brezhoneg an Here pe geriadurioù divyezhek.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1d/Villa_di_castello%2C_biblioteca_dell%27accademia_della_crusca%2C_dizionario_petrocchi_02_crusca.jpg/300px-Villa_di_castello%2C_biblioteca_dell%27accademia_della_crusca%2C_dizionario_petrocchi_02_crusca.jpg)
Ret eo lakaat kemm etre ar geriadurioù, an holloueziadurioù, hag ar geriadurioù holloueziadur.
Istor
kemmañAr c'hentañ geriadur skrivet er bed a vije bet savet gant ar Vabilonianed er VIvet kantved kent J.K..
Ar c'hentañ geriadur skrivet e sinaeg, ar Shuowen Jiezi, a oa skrivet e-tro ar bloavez 100. Hervez bloazdanevelloù Bro-Japan, e oa skrivet ar c'hentañ geriadurioù japaneg e 682, daoust ma oa ar c'hentañ ur geriadur evit lenn an arouezlunioù sinaeg.
Ar c'hentañ geriadurioù a oa geriadurioù divyezheg alies. Geriaouegoù gerioù galleg, saozneg, Italianeg pe Latin, e oant, en Europa, gant pep a droidigezh pe a zisplegadenn e yezh an aozer.
Ar c'hatholicon eo ar c'hentañ geriadur brezhoneg. Skrivet e oa e 1464 hag embannet evit ar wezh kentañ e 1499 gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven. Ur geriadur teiryezhek e oa, latin, galleg brezhoneg. Ar c'hentañ geriadur galleg eo ivez. Savet e oa bet evit skoazell ar gloareged a yae da studiañ d'ar broioù krec'h ha na ouient ken latin pe brezhoneg.
Ar c'hentañ roll eus 8000 ger saozneg a oa The Elementarie skrivet gant Richard Mulcaster e 1582[1],[2]. Ne oa ket urzhiet ar gerioù hervez urzh al lizherenneg.
Ar c'hentañ geriadur saozeg urzhiet hervez urzh al lizherenneg a oa skrivet gant ar c'helenner Robert Cawdrey e 1604.
Ar seurtoù geriadurioù
kemmañAr geriadurioù yezh
kemmañKavout a reer geriadurioù unyezhek ha lod all skrivet gant gerioù eus meur a yezh. Talvezout a reont da gavout titouroù diwar-benn gerioù hag anvioù ur yezh bennak. Bodañ a reont gerioù ar yezh-se renket dre urzh al lizherenneg, ar penngerioù, a vez skrivet d'o heul ur pennad gant titouroù pe troidigezhioù.
Ar geriadurioù unyezhek
kemmañAr geriadurioù unyezhek zo skrivet penn-da-benn en ur yezh. Ar penngerioù hag an titouroù a denn dezhe zo skrivet er memes yezh. Ar geriadurioù-se a c'hall kaout un niver implijoù disheñvel. Ur skoazell int evit ar re a sav testennoù pe a lenn anezhe.
Peurliesañ e kaver er pennad un termenadur eus ster(ioù) ar pennger urzhiet e melladoù disheñvel, skouerioù, ha distagadur ar pennger. A-wezhioù e kaver ivez notennoù etimologiezh ha yezhadur a denn dezhañ ivez.
Lod anezhe zo geriadurioù deskrivañ. renabliñ a reont ar gerioù hag o implijoù er yezh komzet pe skrivet. Lod all zo geriadurioù reolata.
Ar geriadurioù liesyezhek
kemmañPeurliesañ ez eo geriadurioù divyezhek.
Ar geriadurioù arbennik
kemmañGallout a reer kavout geriadurioù prederouriezh, istor, skiant, arz.
Lod eus ar geriadurioù a ginnig ditouroù diwar-benn an distagadur, an deveradurioù, an istorioù, ar gerdarzh, ar skeudennoù, an implij, an hentenn ha skouerioù frazennoù. Stumm ul levr pe meur a levr eo ar stumm kavet an aliesañ.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1582 - Mulcaster's Elementarie, Learning Dictionaries and Meaning, The British Library
- ↑ A Brief History of English Lexicography, Peter Erdmann and See-Young Cho, Technische Universität Berlin, 1999.