Alexander Dubček (Uhrovec 1921 - Praha 1992) a oa ur politiker eus Tchekoslovakia a voe pennsekretour Strollad Komunour Tchekoslovakia e 1968-1969. D’ar mare-se, pa oa e penn Tchekoslovakia, e klaskas lakaat ar renad komunour da gemm, e-pad ur prantad a reer Nevez-amzer Praha anezhañ.

Alexander Dubček e 1989

E yaouankiz

kemmañ

Ganet e voe d’ar 27 a viz Du 1921 e kêr Uhrovec, a zo bremañ e Slovakia met a oa neuze e Tchekoslovakia. Pa voe tri bloaz ez eas e dud d’an Unvaniezh Soviedel, dre m’o doa c’hoant da zegas o lod da sevel ar sokialouriezh ha dre ma oa diaes kavout labour e Tchekoslovakia da neuze. E 1938 e tistroas ar familh d’o bro avat.

E-pad an Eil Brezel-bed ez eas Alexander Dubček e-barzh ar rezistañs komunour da stourm ouzh an Nazied hag ouzh ar Stad Slovak a-du ganto, renet gant Jozef Tiso. E miz Eost 1944 e kemeras perzh Dubček en emgannoù Emsavadeg Vroadel Slovakia ha gloazet e voe.

E 1949 e voe anvet da sekretour ar strollad komunour evit rannvro Trenčín hag e 1951 e oa ezel eus poellgor kreiz Strollad Komunour Tchekoslovakia ha kannad er parlamant. Studioù a reas e skol uhel poellgor kreiz ar strollad komunour ha kaset e voe da Voskov da beurechuiñ e studioù skiantoù politikel, etre 1955 ha 1958 ; eno e reas anaoudegezh gant Mikhail Gorbatchev.

E miz Mae 1963 e voe anvet Dubček da bennsekretour Strollad Komunour Slovakia hag e miz Genver 1968 ez eas da bennsekretour Strollad Komunour Tchekoslovakia, e-lec’h Antonín Novotný.

Nevez-amzer Praha

kemmañ

Dindan renerezh Dubček e oa emdroet Slovakia un tammig er bloavezhioù 1960 : muioc’hig a frankiz a oa da ezteurel mennozhioù disheñvel, lidet e veze emsav broadel Slovakia, muioc’h-mui e veze lennet Kultúrny život, kazetenn sizhuniek Unaniezh Skrivagnerien Slovakia, enni soñjoù disheñvel diouzh re ar strollad komunour.

Evel rener Strollad Komunour Tchekoslovakia (KSČ) e klaskas Dubček, e 1968, demokratekaat ar vro, en un argerzh hag a reer Nevez-amzer Praha anezhañ. Adalek miz Genver, er bloavezh-se, e kinnigas degas muioc’h a zemokratelezh er Stad hag er Strollad, ha digeriñ ar vro war-zu broioù ar C'hornôg. Eus kement-se e veze graet ar sokialouriezh gant ur fas denel. Met lakaet e voe un harz d’an emdroadur-se gant armeoù an Unvaniezh Soviedel ha broioù all Emglev Varsovia, a aloubas Tchekoslovakia e miz Eost 1968. Dubček ha pemp ezel all eus renerezh ar Strollad Komunour a voe harzet gant ar polis soviedel ha kaset da Voskov a-raok bezañ adkaset da Braha ur sizhun goude.

E miz Ebrel 1969 e rankas Dubček reiñ e zilez eus e garg pennsekretour e Strollad Komunour Tchekoslovakia ha kemeret e voe e lec’h gant Gustáv Husák. E 1970 e voe skarzhet eus ar Strollad Komunour ha koll a reas e sez e Parlamant Slovakia hag e sez e Parlamant Kevreadel Tchekoslovakia. Kaset e voe da labourat evit melestradurezh ar c’hoadoù e Slovakia.

Dibenn e vuhez

kemmañ

Goude Dispac'h Voulouz 1989 e voe dilennet Dubček da gadoriad Parlamant Kevreadel Tchekoslovakia d’an 28 a viz Kerzu 1989, hag addilennet e voe e 1990 hag e 1992.

E 1992 e teuas da vezañ penn Strollad Sokial-Demokrat Slovakia. D’ar mare-se e save kentoc’h a-du gant unaniezh an Tcheked hag ar Slovaked, hag a-enep ur stad distag evit Slovakia.

Mervel a reas d’ar 7 a viz Du 1992 e Praha, da-heul ur gwallzarvoud karr-tan. Beziet e voe e Bratislava.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.