12 Du
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1920 : sinet eo Feur-emglev Rapallo gant Italia ha Yougoslavia ; harzoù nevez termenet etre an div vro.
- 1933 : trec'h eo Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman (pe ar Strollad Nazi c'hoazh) da geñver dekvet dilennadegoù kevreadel alaman.
- 1937 : lid-kinnig Aerborzh Pariz-Le Bourget.
- 1939 : niverenn diwezhañ ar gazetenn vrezhonek Breiz.
- 1948 : 7 torfedour-brezel japanat kondaonet d'ar marv gant Lez-varn milourel etrebroadel evit ar Reter-Pellañ Tokyo.
- 1954 : serret eo kreizenn degemer an divroidi en Enez Ellis, e New York.
- 1954 : krouidigezh Air Inter.
- 1976 : kentañ sonadeg ar strollad Téléphone e Kreizenn amerikan Pariz.
- 1999 : glavioù kreñv e tri departamant bro-Frañs a rayo 34 marv.
- 2014 : lakaat a ra ar sonterez Rosetta ar robot Philae war-c'horre ar steredenn-lostek 67P/Churyumov–Gerasimenko.
- 2017 : dilennet eo Borut Pahor da brezidant Slovenia.
- 2017 : kren-douar war an harzoù etre Irak hag Iran : meur a gant den zo lazhet ha meur a vil gloazet.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1729 : Louis-Antoine de Bougainville, ergerzher ha merdeer gall.
- 1840 : Auguste Rodin, kizeller gall.
- 1850 : Mic'hail Tchigorin, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 1866 : Sun Yat-sen, politikour sinaat.
- 1888 : Kamil Ar Merser Erm (Kammermor e anv druizh), brogarour ha skrivagner Breizhat.
- 1896 : Émile Couzinet, filmaozer, produour ha saver senario gall.
- 1911 : Fant Rozeg (Meavenn hec'h anv-pluenn), barzhez, romantourez ha dramaourez vrezhonek.
- 1912 : Marsel Klerg, beleg katolik ha skrivagner brezhonek.
- 1915 : Roland Barthes, prederour ha skrivagner gall.
- 1929 : Grace Kelly, aktourez amerikan, Priñsez a Vonako.
- 1934 : Vavá, melldroader etrebroadel ha gourdoner brazilian.
- 1935 : Philippe Gildas, kelaouenner ha kasour er skinwel gall.
- 1945 : Neil Young, kaner ha gitarour kanadian, bet ezel eus meur a strollad sonerezh.
Marvioù
kemmañ- 607 : ar pab Bonifas III.
- 1035 : Knut Veur, roue Danmark ha Bro-Saoz.
- 1969 : Liu Shaoqi, dispac'her ha politiker sinaat.
- 1989 : Dolores Ibárruri (La Pasionaria he lesanv), politikourez kastilhan.
- 2018 : Stan Lee, saver bannoù-treset stadunanat, unan eus krouerien Spider-Man hag unan eus renerien Marvel Comics.
- 2023 : Pierre Chapalain, maer Gwinevez-Lokrist.
Lidoù
kemmañSant an deiz : Sant Maeg
- Iliz katolik roman
- Sant Kristian, manac'h poloniat (11vet kantved)
- Sant Yozafad, abad belarusat hag arc'heskob Polosk, lazhet evit bezañ feal ouzh Iliz Roma